C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2006100240-Kig.jpg

Kig Ha Faltazi

Roll ar strolladoù

Barzhanoff

Gwall iskis eo al loen e gwirionez. Sachañ a ra evezh an dud warnañ o tañsal, krog eo da gontañ un istor hag a-daol trumm ez a e skabell da vag hag a gas anezhañ kuit, ken prim hag ur c’hoarzhadenn…

E 2001, e Roazhon, e oa bet ganet Barzhanoff, strollad c’hoariva brezhonek broioù ar reter, diwar youl un nebeud brezhonegerien yaouank. Mennet int atav da sevel abadennoù birvidik da reiñ plijadur d’an holl arvestourien, brezhonegerien pe get. Tri fezh-c’hoari zo war roll diroll Barzhanoff hiziv. Ur pevarvet zo war ar stern.


Pezhioù da welet

  1. Kig Ha Faltazi
    • Berr-ha-berr
    • Ur mekanik, tri implijad hag ur stilo Bik : setu elfennoù un embregerezh charkuterezh peurvat. Met gant diflukadenn Jacky, den ne oar petra a c’hoarvezo e-barzh an tachad kloz-se ma teuio war wel askre pep tudenn tamm-ha-tamm…

  2. Muntr er Vro-Vigoudenn
    • Berr-ha-berr
    • Marv-mik eo bet adkavet Pipi Jak Alias, skrivagner brudet Kazeg al lorc’h, war dreuzoù e di. N’eo ket ar wech kentañ e vo ret d’an iñspektour Mevel ha d’e genezel Korneg klask diskoulmañ ur muntr mantrus.

  3. Glebajoù Boemus
    • Berr-ha-berr
    • Petra eo an istor gleb-se ? Ur wenanenn o klask ur gwaz, ur robot amourouz, ur c'hozh Zorro kollet e varc'h gantañ, ur c'harr-nij difluket eus neblec'h... hag an holl tapet en ur gorventenn klogorennoù eus ar re washañ. Daoust ha fin d'ar bed eo ? Pe fin d'ar c'hoari ?

Pezhioù war ar stern

  1. Ar bed en Tu Gin
    • Berr-ha-berr
    • Er bed en tu gin e vefe karrez ar voul-douar. Er bed en tu gin e pikfe divjod ar merc’hed. Er bed en tu gin e vefe aes kavout ur plomer d’ar Sul…

Mont e darempred :

Barzhanoff

Den e karg : Meriadeg Vallerie
2 plasenn Saint Germain
35000
Roazhon
Pgz : 02 99 79 03 47
barzhanoff@free.fr
http://bzh.barzhanoff.free.fr


Pgz : 02 29 62 56 99 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr