C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2006100554-Kastell01.jpg

War vord ar mor

Roll ar strolladoù

Teatr Brezhoneg War Raok

Savet e oa bet Strollad Kastell e 1998 e diabarzh ar gevredigezh Brezhoneg War’Raok. Ar pal a oa kinnig un dra all d’ar re o doa heuliet kentelioù brezhoneg (e-pad pell evit lod) ha ne gredent ket komz pe ne gavent ket tro da implijout o brezhoneg. Ar soñj a oa ivez lakaat asambles tud a bep seurt, abep seurt oadoù, nevez-vrezhonegerien ha brezhonegerien a-vihanik pe a-gozh, hag o lakaat da labourat war ar c’hoariva.

Ar pezh-c’hoari kentañ, e 1999, a oa diwar an Iwerzhonat Séan O’Casey, Nannie (emb. Al Liamm). Er bloavezh 2000, an eil pezh gant strollad Kastell, Ma vez mat ar cheñch (emb. Brud Nevez), a zo bet skrivet gant Naig Rozmor, un istor romantel gant Johniged erbloavezhioù ugent. Berzh en doa graet er vro pa oa tost da vuhez an dud. Un doare hag ur spered all penn-da-benn e 2001 gant War vord ar mor (emb. Al Liamm) diwar ar Spagnolad Carlos Larra. E 2002 e kemer perzh Strollad Kastell gant Strollad Ar Vro Bagan e Johniged An Hilda (emb. Brud Nevez) skrivet gant Naig Rozmor ha leurennet gant Goulc’han Kervella. Abadennoù a oa bet e Breizh a-bezh e-kerzh daou vloaz gant AVB. Labouret eo bet ivez un heuliad pezhioù skrivet gant Lan Tangi evit  Arvorig FM : Allo ! Allo ! Amañ Job !

Pezhioù da welet

  1. War vord ar mor
    • Berr-ha-berr
    • En hañv, war vord ar mor, tud o sellet ouzh un den o veuziñ dirak o daoulagad, komz a reont kalz diwar e benn, betek pariañ : « beuziñ a raio pe ne raio ket ? ». Met den ne glask sikour anezhañ.

      Ur pezh-c’hoari farsus ha kriz war an dro.(13 c’hoarier, 40 mn)


  2. Palez ar pare
    • Berr-ha-berr
    • E sal-gortoz un ospital evit ar re baour ez eus tud klañv o c’hedal o zro a-raok mont gant ar medisin. Komz a zo ganto diwar o mizerioù bras ha bihan, diwar ar medisin, ur mezvier echu, diwar diwaller an ti, ur c’hozh ranell fallakr, ha dreist-holl diwar-benn al louzeier a zeuont da gerc’hat gant ar spi da bareañ un deiz.

      Ur pezh gant ar fent dizesperet a c’heller kavout gant lod eus skrivagnerien Iwerzhon.(11 c’hoarier, 1 eur 10)


Pezhioù war ar stern

  1. Ar C'harrig Meur
    • Berr-ha-berr
    • Troet gant Bob Simon diwar oberenn Jacky Viallon

      Pentadenn ar gevredigezh beveziñ. War-lec'h bezañ bet o prenañ betek re, heuget eo ur strollad bevezourion. Eurusamant e teu ar vruderezh, Doueez Meur ar Beveziñ, d'o sikour da adkavout c'hoant an dispignig ha da gendrec'hiñ anezho da brenañ ar gwir da sellet ouzh ar bed dre un duellen... "dismegañs"...  

Mont e darempred :

Teatr Brezhoneg War Raok

Den e karg : Bob Simon
Kreac'h Mezek
29250
Kastell-Paol
Pgz : 02 98 29 04 19 pe 02 08 29 02 90
meurlarjez@wanadoo.fr


Pgz : 02 29 62 56 99 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr