Savet e oa bet Teatr Penn ar Bed er bloavezh 1973 gant sikour Chanig ar Gall ha Gérard Pigeon. Un ugent abadenn bennak a zo bet leurennet ganeomp, dreist-holl pezhioù a ziavez bro : Billy Paogamm gant Martin McDonagh, Testamant ar c'hi gant Ariano Suassuana, Termaji gant Lioubomir Simovitch, Mistero Buffo gant Dario Fo, Arsenik ha kozh dantelaj gant Joseph Kesselring. Pezhioù eus ar vro hon eus diskouezet ivez : Bitekle, Dahud, Katrina Lenn-zu, Benn warc'hoaz 'vo deiz c’hoaz.
E 1940 e-kreiz an hañv hag e-pad ar brezel. Dont a ra an « dermajied» betek Oujitsé, ur gêr vihan e Bro-Serbia. Lakaet o deus en o soñj c’hoari Al laeron bet skrivet gand Schiller, met tud ar vro ne faot ket dezhe klevet anv eus teatr abalamour emañ o spered e lec’h all.
Ur mister farsus ha goapaus, e doare misterioù bras ar Grenn- Amzer. Renket eo bet e brezhoneg diwar Mistero Buffo gant an Italianad Dario Fo, hag en deus bet labouret e-unan diwar skridoù kozh. Un heuliad a daolennoù eo, tro-ha-tro sirius, fentus-iskiz, fentus-goapaus. Diskouez a reont buhez an dud da vare Jezuz-Krist, e doare ar bobl avat, ha n’eo ket e doare an Iliz…
Den e karg : Jakez Andre
2 straed Louis Blanqui
29200
Brest
Pgz : 09 64 32 19 93
jakezandre
hotmail.fr