C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2008052917-Loic Jade, Web.JPG

Roll ar strolladoù

Strollad Plon8

Ur strollad nevez-diwanet eo C’hoariva Plon8, 8 aktour mennet da c’hoari e brezhoneg pezhioù fentus pe c’hoapaus en un doare a-vremañ.

C’hoari e brezhoneg e faot deomp ober hag ivez labourat, pleustriñ e brezhoneg; abalamour d’ar fed-mañ ez eo digor hor strollad d’an dud a glask gwellaat o live yezh en ur ober ganti pep sizhun e-tog un eurvezh hanter.

Ne reomp ket kentelioù brezhoneg, setu perak ne c’hellomp ket degemer deraouidi met ul live brezhoneg izel a-walc’h ne vir ket da gemer perzh.

Pezhioù da welet

  1. TV Ploneiz
    • Berr-ha-berr
    • Degemer mat war "Tv Ploneiz" ! Un heuliad sketchoù berr fentus leurenniet gant lou Millour.
  2. Romeo ha Julieta
    • Berr-ha-berr
    • Setu strollad Plon8 war al leurenn en dro evit o eil bloavezh.
      Er bloaz-mañ o deus dilezet spered ar sketchoù a oa ganto warlene evit uhellaat a-galz o live betek krediñ c'hoari Shakespeare e yezh Jakez Riou.
      Ha n'eo ket an disterañ pezh-c'hoari a zo bet dibabet ganto peogwir e kinnigont Romeo ha Julieta.
      Hag-eñ e c'hello ar strollad-mañ chom tost eus spered an oberour, n'eo ket sur daoust dezho da vezañ bet barrek a-walc'h evit klokaat ar pezh betek lakaat ac'hanomp da zizoloiñ nozvezh kentañ an daou garedig. Hag aze kraz an traoù ganto.

      Gant o fent, o startijenn hag alioù fur Lou Millour e lak ar re-mañ ac'hanomp da gaout ur c'horfad plijadur .

      E Breizh e vo diskouezhet ar pezh da gentañ penn e Ploneiz da geñver fest-noz Radio-Kerne hag un tamm pep lec'h diwezhatoc'h 'barzh ma vo galvet ar strollad gant urn droiad etrevroadel evel bep bloaz

  3. Ar Fouzher Fouzhet
    • Berr-ha-berr
    • Strollad Plon8 a ginnig deomp o c'hrouidigezh diwezhañ. Ur pezh c'hoari savet gant ar strollad war tem « l'arroseur arrosé ». E-pad eured Maria ha Richard emañ an teodoù o vont. Tamm ha tamm e teu ar wirionez war wel. Benn ar fin az aio an trec'h gant ar garantez met en ur mod dic'hortoz a-walc'h.

Mont e darempred :

Strollad Plon8

Den e karg : Visant Rouxel
Pgz : 06.32.29.57.32
vincent.rouxel@laposte.net


Pgz : 02 29 62 56 99 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr