
Savet e oa bet e 2006 diwar goulenn kerent bugale a guitae ar skol kentañ derez ha na felle ket dezho kas anezho da Wened pe lec'h all. Deuet e oa da soñj prezidantez Kentelioù an Noz reiñ lañs d'ur stal c'hoariva evit reiñ un tu d'ar vugale da chom e darempred gant bugale brezhonegerien all, ha da gaout ur gwir dudi hag ur pal dre ar brezhoneg.
Tri bugel a oa d'ar pleustradeg kentañ ha 7 da fin ar bloaz. Evit an eil bloavezh ez eus 10 komedian yaouank (etre 8 ha 12 vloaz) o kemer perzh.
E bloavezh 2006-2007 eo bet c'hoariet daou bezh gant Claude Burneau troet e brezhoneg gant Katell Leon : « Nebaon » ha « Ne vez ket ezhomm eus kalz a dra ».
E 2008 eo bet skrivet « Fallat rummad / Jessica » gant Katell Léon, hag a vesk rummadoù sitcom, spont, enklask polis ha komedienn, war ar mod fentus... Istor ur plac'h, Jessica, hag a lak holl baotred he skol da dreiñ sot. Nemet emañ e karantez gant Jessie. Joe, ne c'hell ket padout se ha tuta a ra ul lazherez... Daou enseller polis ha div vamm-gozh un tamm foll a gemmo an traoù...
Den e karg : Katell Leon
Kentelioù an Noz, 10 straed Ar Bourget
44000
Naoned
Pgz : 0240203974 pe 0671230850
kann
netcourrier.com / katellleon
yahoo.fr