Kef Kef Band a zo ur strollad tud yaouank, brezhonegerien bet skoliataet e Diwan. Kroget eo ar c’hwec’h kañfard da ganañ da geñver ur staj DABU e miz C’hwevrer 2006. Kendalc’het o deus d’en em gavout asambles evit kanañ ha tamm-ha-tamm da skrivañ kanaouennoù fentus.
Krouet e voe da vat ar strollad evit ar C’han ar Bobl e Mael-Karaez e miz Meurzh 2007 ha da heul e kemeras perzh e Pondi e-doug ar bloavezh 2007 gant ar ganaouenn « Paour-kaezh Buzhugennig ». Adalek ar mare-se neuze e voe pal Kef Kef Band krouiñ un abadenn. Skoazellet e voe ar strollad gant ar c’haner Lors Jouin evit krouiñ kanaouennoù nevez ha gant ar c’homedian Farid Bouzenad eus Pariz evit leurenniañ anezho. Ar peurrest a zo bet kaset da benn gant ar strollad : gwriat, seniñ, kanañ, skrivañ,...
Kement-se a voe harpet gant ar gevredigezh FEA (ur gevredigezh en-dro d’ar stummañ ha d’ar buheziñ tro-dro da Gemperle) ha dreist-holl Fanny Chauffin. E miz Here 2007 e voe kinniget an abadenn evit ar wech kentañ dirak bugale da geñver saloñs al levrioù e Karaez. E miz Genver 2008 e voe adkavet Kef Kef Band war leurenn G/Kerien evit Gouel Taol-Kurun. D’an 29 a viz Even 2008 e oa Kef Kef Band e Kastell-Nevez ar Faou evit Gouel ar Yaouankiz.
Un abadennig 35 munutenn o veskañ ar c’han hag ar c’hoariva a vez kinniget gant Kef Kef Band. Kavout a reer kanaouennoù a-bep seurt ; komzoù lakaet war donioù amprestet pe ijinet, hengounel breizhek pe eus an Andez da skouer.Lakaat a ra ar ganerien an arvesterien – kozh pe yaouank – da veajiñ ha da gejañ gant o harozed muiañ karet : Moumou ar c’hañval, ar paour-kaezh buzhugennig, pe c’hoazh ur priñs o tispakañ e santimantoù d’ur briñsez.
Gallout a ra bezañ kinniget e pep lec’h, pe vefe war ul leurenn pep e lec’h all. Ne vez ket kustum kanerien Kef Kef Band da zougen mikroioù, na da gaout kalz a zafar war al leurenn.
Setu neuze un abadenn G/Kef Kef gant c’hwiled leun a startijenn, c’hoant ganto kinnig un arvest dic’hortoz a-walc’h en ur lakaat war-wel ar c’hrouiñ brezhonek...