C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2009062428-mirdichoarilas.jpg

Roll ar strolladoù

C'hoari Las

Poent ‘oa mont war roudoù nozvezhiadoù Maria Prat ha beilhadegoù Treger.
Gwir eo, eo bet graet an dibab ganimp c’hoari e salioù gouelioù ar vro pe davarnioù e-touez an arvesterien evel ma veze graet gante gwechall.

Ar raktres kentañ a oa neuze, bodañ brezhonegerien ha sevel ur
skipailh prest da labourat e brezhoneg da vat war ar c’hoariva.
Krouet e voe e mod-se C'hoarilas e 2008.

Kazi tout omp skolaerien pe gelennerien o labourat e skolioù Diwan
pe Divyezhek ar vro ha c’hoant hon doa lakaat an dud da gompren
e c’hallemp kaout plijadur e brezhoneg hiziv an deiz c’hoazh, kinnig
doareoù nevez da implij ar yezh, hag evel-se brudañ ar yezh hag ar
sevenadur e-mesk an nevezvrezhonegerien pe ar vrezhonegerien
a-vihannik.

Hag evit ar re n’int ket skolaerien eo ur gwir skol war ar yezh ! Gwir
eo e teu nevezvrezhonegerien er strollad evit deskiñ ha peurzeskiñ
ar yezh (gerioù, an ereadurezh, ar pouez-mouezh ...), dreist-holl
evit eskemm bep sizhun e brezhoneg, ar pezh ne c’hall ket an holl
ober ken aesaet-se. Anat eo omp prest da sikour kement den a
c’houlfe deskiñ ar yezh en ur vevañ er yezh.

Hon fal, memestra, a zo en em vodañ da gas ar c’hoariva e
brezhoneg war-raok en ul labourat war ar c’hoari da vat. Setu perak
e vezomp sikouret gant ul leurenner a-vicher.

Met, emaomp o soñj labourat war ar skrivañ ivez. Evit ar poent hon
eus c’hoariet tammoù eus al levr “Mirdi” ( titouroù a vo pelloc’h en
doser) warlene, ar bloaz-mañ e kendalc’homp gant ar raktres-se
goude ma vefe bet adskrivet hag adkempennet ur bern traoù gant
Yann-Edern Jourdan, al leurenner. Da c’houde e plijfe dimp lakaat
war-wel ur bern oberennoù bet skrivet gant Tregeriz ha kregiñ da
skrivañ pezhioù-c’hoari nevez ivez.

Pezhioù da welet

  1. Mirdi
    • Berr-ha-berr
    • "Mirdi" adsavet ha kempennet a-nevez en ur derc'hel ar memes spered hag un doare Kabare 'benn :

      -Brudañ labour arzourien ar vro

      -Broudañ un teatr poblek

      -Digeriñ dor an tiez-pred, an tavarnioù d'ar c'hoariva poblek-se

      -Lakaat war-wel c'hoari an aktourien

      -Daremprediñ a-dost-kaer gant an arvestourien ( Tomm-tomm !)

      Plijadur a vo !

       

      Leurenniñ : Yann-Edern Jourdan
      Azasaat, choaz ha framm an destenn : Yann-Edern Jourdan
      Komedianed : Ana-Soaz Bervet, Luce Chauveau, Gwenola Coic,
      Marie Guennegou, Carsten Greve, Gwenn Lavenan, Virginie Le
      Boulbin, Gildas Moal, Hubert Morvan, Nathalie Raoul, Sylvie Toupin.
      Soner : Pascal Creach
      Kaner : Jean-Maï Priol
      Livourez : Nadège Noisette
      Paotr ar yezh : Vincent Dubois

Mont e darempred :

C'hoari Las

Den e karg : Ana-Soaz BERVET
Ti Ar Vro - Hent Jean Monnet
29140
Kawan
Pgz : 02 96 37 56 09
anabervet@voila.fr


Pgz : 02 29 62 56 99 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr