Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar stajoù > STAJ C’HOARIVA : EZTAOLIÑ ha KEHENTIÑ DRE JESTROÙ

STAJ C’HOARIVA : EZTAOLIÑ ha KEHENTIÑ DRE JESTROÙ

Stummer : Levent Beskardes

Merc’her 1añ a viz Ebrel 2015

Penaos komz digomz ?
Penaos implij jestroù naturel hor c’horf evit kehentiñ ?
Levent Beskardes a ginnig deomp ur staj evit dizoloiñ hag ijinañ hon doareoù kehentiñ deomp-ni. Asambles e klaskimp hep komz na sinañ penaos lavarout an traoù gant ar c’horf, an dremm, an daoulagad. Sellet e vo ouzh ar pezh a vez lâret gant an hini all evit komprenn petra en deus da lavaret deomp.
Gant ar staj-mañ e sikouro Levent Beskardes ac’hanomp evit kavout ennomp peadra da vont davet ar re ne gomzont ket ar memes yezh. Ar c’helenn-se a c’helo servij deomp evit hor pleustradenn c’hoariva hag en hor buhez pemdeiziek ivez.
Yezh ar staj  : yezh ar c’horf hepken
Digor d’an holl  : tud vouzar, tud bounnerglev, kleverien

Levent Beskardes :
Un arzour eo Levent : komedian, leurenner, realizatour, tresour, barzh e yezh ar sinoù...
Un den bouzar eo Levent. A orin eus Bro Durkia eo. Roet ez eus bet dezhañ priz an Dornioù Aour gant Kevredigezh Yezh ar Sinoù Bro C’hall. Labourat a ra ingal gant an International Visual Theatre.

Ret gouzout :
D’ar Sadorn 11 ha d’ar Sul 12 a viz Ebrel 2015
E Ti ar C’hoariva e Brest
12 straed Goasdoué e Lambezelleg
Eurioù ar staj : 10e - 5e15 g.m.
Priz : 40€ + 10€ emezellañ
Evit lakaat ho anv pe gaout titouroù ouzhpenn : choarivabrezhonek@gmail.com
pe 06 38 78 35 15

Gant kevelerezh : DRAC de Bretagne, La Maison du Théâtre, Rannvro Breizh ha Kuzul Meur Penn-ar-Bed