Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva

C’hoariva

C’hoariva ? Kevread rannvroel ar strolladoù amatourien hag a vicher c’hoariva e brezhoneg.

  • Kevelerien C’hoariva

    Yaou 14 a viz Du 2013

    Sikouret omp gant ensavadurioù pe kevredigezhioù zo. Rannvro Breizh ha Servij Yezhoù Breizh. Kuzul Meur Penn-ar-Bed. Kevredigezh Ar Redadeg. Al lec’hienn-mañ zo bet savet gant arc’hant dastumet gant ar Redadeg 2012 evit skoazellañ raktresoù ma lakaer ar brezhoneg da vont war-raok. Mersi bras dezho evit an taol sikour-mañ.
  • Oberoù ha raktresoù

    Meurzh 12 a viz Du 2013

    Petra ’vez graet gant C’hoariva ha da betra e servij ar gevredigezh ? Bodañ ar strolladoù evit mad an holl hag evit o dileuriañ a-stroll (ober a ra al liamm da skouer etre an ensavadurioù ofisiel hag ar strolladoù). Bodañ an titouroù evit reiñ da anavezout ar strolladoù, o fezhioù-c’hoari hag o deiziadoù c’hoari. Merañ al lec’hienn internet tonket da vont da ober ur greizenn dafar war ar c’hoariva brezhonek ma vo renablet ul lodenn eus glad ar c’hoariva. Peogwir hon eus, dre ar gevredigezh-mañ, ur sell hollek war ar c’hoariva brezhonek e c’hellomp lire suite
  • Kinnig ar c’hevread

    Meurzh 12 a viz Du 2013

    C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh. Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg. Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant lire suite