Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ar skolajidi war al leurenn

Ar skolajidi war al leurenn

Merc’her 10 a viz Eost 2016

Eizh strollad deus ar 6vet betek an 3de klas o deus c’hoariet pezhioù-c’hoari o doa labouret a-hed ar bloavezh skol. Pep pezh a bade etre 15 ha 25mn.

Tro hon eus bet da welout taolennoù brav, traoù disheñvel, dic’hortoz a-wechoù.

An evezhiadennoù dre lizher kaset goude an devezh d’ar strolladoù a chom ar memes re hag ar bloavezhioù tremenet : liveoù mouezh re izel, an distagadur hag ar pouez-mouezh, emzalc’hioù zo war al leurenn…

Evel boaz ivez hon eus merzet ar skolajidi o doa pleustret gant tud stummet war ar c’hoariva pe gant kelennerien o doa diazezoù war ar c’hoariva.
Padal e oar ar bodad priziañ n’eo ket aes dezho c’hoari war ul leurenn vras ha dirak tud dianavezet ganto.

Gwelout abadenn France 3 - An Taol Lagad d’an 9/06/2016