Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Eil troiad liseidi Karaez

Eil troiad liseidi Karaez

Gwener 26 a viz C’hwevrer 2016

Schtroumpfed ruz. Schtroumpfed glas. Un teñzor.
Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra, daou strollad schtroumpfed enebourien : unan ruz, unan glas.
Un deiz e kav ar Schtroumpf Bras ul levr. Ul levr a vez anv ennañ eus un teñzor da zizoloiñ. Peadra da lakaat da greskiñ an enebiezh etrezo. Met evit dont a-benn e vo dav dezho talañ ouzh dañjerioù ha riskloù zo. Ha gant piv ez aio ar maout ?