Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Faltazi radio war-eeun gant Teatr Piba

Faltazi radio war-eeun gant Teatr Piba

Sadorn 5 a viz Gwengolo 2015

Evit ar wech kentañ e brezhoneg eo bet skignet war-eeun un abadenn faltazi evit ar radio.
60 den bennak a oa deuet evit an dro.
Roet e oa bet d’an arvestourien da glevout "Ar maezioù" ur pezh-c’hoari troet gant Mich Beyer diwar "The country" gant Martin Crimp.
Met da welout a oa ivez war leurenn an Artemuz. Ur gwir arvest benn ar fin !
Pep tra a oa gwelet war al leurenn gant ar publik :

  • Tu porzh (tu kleiz) :
    • An 3 zeknisian (Jean-Marie Ollivier, Gwenolé Peaudecerf, Gaël Hélary) a rae war dro an teknik hag ar skignañ.
    • Al leurenner "mut" (Thomas Cloarec) a rene pep tra evel ur "penn laz-seniñ" gant jestroù ha sinoù d’an dud er jeu war al leurenn.
  • E-kreiz :
    • Paotr an trouzioù (Javier Marin Leyton). Iskiz e oa gwelout penaos eñ a rae trouzioù : kerzhout gant botoù disheñvel hervez ar pazioù a oa ret dezhañ reiñ da glevout, evañ, troc’hañ-didroc’hañ paper gant sisailhoù, trouzioù gant orjalenn ur pellgomz hag all...
    • An tri c’homedian (Loeiza Beauvir, Marion Gwen ha Tony Foricheur) : er jeu penn-da-benn dirak o mikroioù o tostaat pe o pellaat diouto hervez an ezhommoù.
  • Tu liorzh (tu dehoù) :
    • Ar soner (Jérôme Kerihuel), azezet war al leurenn gant ur bern binviji evit plantañ aergelc’h senennoù ar pezh.

Aketus ha didrous e oa an arvestourien pep hini gant un tokarn war e zivskouarn evit bezañ soubet er pezh da vat.
Ar raktres-mañ zo bet sikouret gant ar FALB-Rannvro Breizh ha skignet war eeun war gwagennoù radioioù lec’hel. Radio Kerne a oa e penn an traoù evit ar skignañ.

Un taol kaer. Michañs e vo graet abadennoù faltazi radio ar seurt-se en dazont.
Ma n’ho peus ket bet tro da selaou an abadenn-mañ war-eeun n’eo ket re ziwezhat kit amañ evit he selaou.