Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > GALV - KOMEDIANEZED-KOMEDIANED - A YOULL VAT, DERAOUIDI

GALV - KOMEDIANEZED-KOMEDIANED - A YOULL VAT, DERAOUIDI

Merc’her 6 a viz Mae 2015

TEATR PIBA & EKOMIRDI AR MENEZIOÙ ARE A GIINIG DEOC’H KEMER PERZH, EN UN ABADENN C’HOARIVA DIBAR A VO DALC’HET ETRE AR 26 A VIZ EBREL HAG AR 27 A VIZ EVEN 2015 e SANT RIWAL.
SAVET E VO, ASAMBLES GANEOC’H, UR PEZH C’HOARI WAR VALE, DIWAR DASTUMADEG KAOZIOÙ ANEZIDI AR MENEZIOÙ ARE (E BREZHONEG/GALLEG), A ZIWAR HO SKIANT PRENETGANT AL LIORZH. 
KINNIGET E VO AN ARVEST DIVYEZHEK D’AR GWENER 26 HA D’AR SADORN 27 A VIZ EVEN, E RIBINOÙ HA LIORZHOÙ, TRO DRO DA DI GORNEG SANT RIWAL.
KOMEDIANEZED HA KOMEDIANED A YOULL VAT PE DERAOUIDI, ADALEK 17 VLOAZ, BREZHONEGERIEN PE GET, A VO DEGEMERET MAT !
LEURENNET E VO AR PEZH GANT THOMAS CLOAREC, ASAMBLES GANT GUILLAUME LE GUERN HA GWENOLE PEAUDECERF (SONEREZH HA SON), NADÈGE RENARD (KIÑKLADURIOÙ HA BITRAKOÙ), TONY FORICHEUR HA TANGI DANIEL (SIKOUR D’AL LEURENNIÑ).
DEIZIADOÙ PLEUSTRIÑ :

PELEC’H / Lieux : SAL AR GOUELIOÙ St Rivoal & ER MAEZ, TRO DRO D’AN TI KORNEG

- SUL 26 A VIZ EBREL : 10H-17H
- SADORN & SUL 10 A VIZ MAE, 10H-17H 
- SADORN 23 & SUL 24 A VIZ MAE, 10H-17H 
-  SADORN 13 & SUL14 A VIZ EVEN, 10H-17H 
- DIOUZH AN NOZ - 18H-21H : ADALEK AR MEURZH 24 BETEK AR GWENER 26 A VIZ EVEN.

TU ’ZO KEMER PERZH ER RAKTRES ZOKEN MA VO C’HWITET UN DIBENN SIZHUN PE UN DEVEZH PLEUSTRIÑ GANEOC’H.

ARVEST DIGOR D’AN HOLL : GWENER 26 HA SADORN 27 A VIZ EVEN.

TITOUROÙ / ENSKRIVADURIOÙ GANT EKOMIRDI AR MENEZIOÙ ARE : 02.98.68.87.76 
PE GANT TEATR PIBA : 06.51.04.93.49 / teatr.piba@gmail.com