Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > La Comparsa, ur staj gant La Obra

La Comparsa, ur staj gant La Obra

Sadorn 11 a viz C’hwevrer 2017

Strollad la Obra a zo ur strollad eus Breizh hag Amerika Latina staliet e Douarnenez. Labourat a ra war dem ar minorelezhioù en un doare sokial ha liessevenadurel.

Pal : lakaat an dud yaouank eus Penn-ar-Bed da brederiañ war ar bed a-vremañ o tremen dre an arzoù. Kinniget e vo un atalier c’hoariva ha skasoù etre an 23 hag ar 25 a viz C’hwevrer 2017 e Beuzeg-ar-C’hab.

An eskemm a vo un doare da zizoleiñ arzoù ar skasoù ha da labourat war ur raktres c’hoariva.

Goulennet e vo 65€ kemer perzh er mizoù (dafar evit ar skasoù, bod ha boued) + 10€ emezellañ.

Lakaat e anv a-raok an 8 a viz C’hwevrer !

Evit gouzout hiroc’h pe lakaat e anv pellgomzit d’ar 09.52.56.31.25 pe kasit ur postel.