Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Emañ La Obra o klask un den evit ur servij keodedel

Emañ La Obra o klask un den evit ur servij keodedel

Yaou 8 a viz Gwengolo 2016

C’hoariva, yaouankiz hag Amerika Latina

LA OBRA, ur strollad c’hoariva a vicher hag a zo kustum da sevel liammoù etre Breizh hag Amerika Latina a glask un den (plac’h pe baotr) evit labourat war demoù ar minorelezhioù dre ar c’hoariva, an hent sokial hag ar yezhoù. Daou ahel a zo gant ar strollad : ar c’hrouiñ micherel hag ar stummañ evit ar re yaouank dre raktresoù hag eskemmoù etrevroadel.

Doare den : unan yaouank, brezhoneger-ez gant ar c’hoant ober ur servij sivik er strollad adalek miz Here 2016 betek miz Ebrel 2017.

Kefridioù :

  • Heuliañ krouidigezh nevez LA OBRA “La Caminata”, ur pezh c’hoari diwar benn tem an harlu savet asambles gant strollad c’hoariva, Andamio Teatro Raro (Guatemala)
  • Kemer perzh evit aozañ hag heuliañ ar raktresoù gant ar re yaouank : stummadurioù, eskemmoù etrevroadel, stajoù ha stalioù c’hoariva.

Dre ret :
Komz ha skrivañ brezhoneg,
7 miz e Douarnenez,
Bezañ dindan 26 vloaz
570 € /miz.
Mont e darempred :
Postel
Pgz : 06 73 10 47 93