Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Stal-labour c’hoariva KLT war al leurenn

Stal-labour c’hoariva KLT war al leurenn

17/06 - 8e30 - Sant-Seo

Gwener 1añ a viz Gouere 2016

Deskidi ar stal-labour "Teatr e brezhoneg", renet gant Bob Simon, zo laouen ouzh ho pediñ da zont da sellet ouzh o abadenn fin ar bloaz.

9 fablenn eus La Fontaine, adwelet ha kempennet gant Paul Treoure.

  • 8e30 noz - Ti ar c’hevredigezhioù - Sant-Seo - Digoust

Padelezh : 1 eur.