Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ur follenn-nij evit brudañ ar c’hoariva er skol

Ur follenn-nij evit brudañ ar c’hoariva er skol

Meurzh eil a viz C’hwevrer 2016

Pal “Skol C’hoariva” ?

Diorren ar c’hoariva e skolioù Breizh ha lakaat tud a vicher da zont er c’hlasoù evit sikour ar skolidi hag o c’helennerien da sevel pezhioù-c’hoari.

  • Ar Rannvro a gemero e karg 35% eus priz un eurvezh.
  • Da lavaret eo e vo arc’hantaouet 17,50€ evit un eurvezh da 50€.
  • Chom a raio d’ar skol da baeañ 32,50€/eurvezh.

Ma emaoc’h dedennet evit ho klas, deuit e darempred gant ar gevredigezh hag e vo kaset deoc’h listenn ar gomedianed a c’hello dont en ho skol.

Grit trouz tro dro deoc’h evit brudañ Skol C’hoariva !