Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ur stignad nevez evit harpañ ar strolladoù amatour

Ur stignad nevez evit harpañ ar strolladoù amatour

Sadorn 20 a viz Mae 2017

Ur stignad nevez evit harpañ pezhioù-c’hoari gant strolladoù amatour a vo kinniget da vBodad Pad Rannvro Breizh d’an 29/05/2017 evit bezañ votet.

Gant ar stignad-mañ e fell d’ar Rannvro sikour ha diorren ar c’hoariva gant amatourien o reiñ da strolladoù zo ur yalc’had arc’hant evit kas da benn o raktres pezh-c’hoari.

Ma vefe votet evit ar stignad gant kuzulieren ar rannvro e vefe goulennet d’ar strolladoù o defe c’hoant sevel ur goulenn kas o raktresoù a-raok an 13/07/2017 (evit 2017 hepken - mod-all an termen a vo d’ar 15/01 adalek 2018). E ken kas ma vefe deus ar stignad-se e vefe kelaouet ar publik war e vont en-dro dre al lizher-kelaouiñ-mañ.

C’hoariva a c’hello kuzuliañ an dud o defe ezhomm evit sevel o doser goulenn skoaziad.