Strollad Landi eo kevrenn c’hoariva Strollad Bro Landi (kenteliou noz, dañsou, prezegennou…).
Savet eo bet e fin ar bloavez 2008 evid kemer perz e Breizhtival 2009.
Breizhtival zo eur fest savet e 2007 gand kevredigeziou sevenadurel Landivicho (bagad, kelc’h keltieg, laz-kana Mouez Bro Landi, Strollad Bro Landi) ha bugale vrezhonegerien.
Holl pezhioù farsus.
Skoazellet gant Bob Simon evit al leurenniñ.
Laouen e vefemp o vont da c'hoari e lec'h all ivez.
Tri fezh c'hoari farsuz, c'hoariet gant Strollad Landi gant daouzek komedian e-barzh.
"Bouzar pe vud" : Bouzar pe Vud eo ur pezhig-c'hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz.
Matrehe, eo êsoh en em gleved pa vez unan euz an daou bried bouzar pe vud ?
"Burzud ar Garantez" : pezhig-c'hoari skrivet gant Per Mari Mevel ha Naig Rozmor.
Daoust hag eur paotr yaouank koz a jomo atao paotr yaouank koz ?
"Brezel, peoh ha friko" : Brezel, peoh ha friko a zo bet skrivet gant Michel Priser, Marie-Thérèse Le Page.
Ar re yaouank ne reont foutre kaer gand fachiri ar re goz...
Muzik gant : An Tokoù Rount
Kontadennoù gant : Pèr ar Go. Ar c'honter mil vrudet a yelo da gontañ deomp en un doare sirius istorioù fentus.
Brezel, peoh ha friko a zo bet skrivet gant Michel Priser, Marie-Thérèse Le Page.
Ar re yaouank ne reont foutre kaer gand fachiri ar re goz...
Burzud ar garantez, pezhig-c'hoari skrivet gant Per Mari Mevel ha Naig Rozmor.
Daoust hag eur paotr yaouank koz a jomo atao paotr yaouank koz ?
Bouzar pe Vud eo ur pezhig-c'hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz.
Matrehe, eo êsoh en em gleved pa vez unan euz an daou bried bouzar pe vud ?
C'hoariet e vo tri fezh-C'hoari :
Medisin Al lagad.
Da biou 'vo an intañvez : skrivet gant Maria Prat.
Kant vloaz va mamm-gaer : skrivet gant Maria Prat.
Ur pezh skrivet gant Maria Prat.
Gant 3 maouez ha 4 faotr.
Padelezh : 43 mn.
N'e deus ket c'hoant Jakez Karigell, tamm ebet, da vont da chom da
Bariz da heul e verc'h a zo o vont da fortuniañ gant ur c'hoz parizian.
Farsus.
Ur pezh skrivet gant Maria Prat.
Gant 3 maouez ha 3 faotr.
Padelezh : 33mn.
Bez' emañ Chañmar Pennpour o klask lakaat e verc'h da zimeziñ ar buanañ ar gwellañ. Met peseurt hini eo kamalad he merc'h 'benn ar fin ? Farsus.
Ur pezh skrivet gant PM Mevel ha Naig Rozmor.
Gant ur vaouez hag he gwaz.
Padelezh : 21mn
Emañ Soaz ha Saig o vont da veajiñ ha pase poent eo kargañ ar malisennoù... Farsus.
Ur pezh skrivet gant PM Mevel ha Naig Rozmor.
Ur pezh gant div vaouez hag ur paotr.
Padelezh : 35mn.
Paket eo Mari Plouzenn gant ar c'hoant dimeziñ hag e teu da welet ar psikolog... Farsus kenañ da welet ha da glevet.
Ur pezh skrivet gant Maria Prat.
Ur pezh gant div vaouez.
Padelezh : 13mn.
Kontañ a ra Marc'harid perag he deus ranket mont teir gwech da Bariz... Farsuz betek penn.
Den e karg : Alan Le Verge
9 Kroaz ar Zant
29400
Bodiliz
Pgz : 02 98 68 93 09
Alan.leverge
orange.fr