C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2013041610-Humour310.jpg

Roll ar strolladoù

Strollad Fubudenn

 

Ganet e miz Meurzh 2010 e Kemperle, kroget o doa da labourat un destenn skrivet asambles gant strollad Plougin ha Mikael Madeg "Danjerus tamm ebet". C'hoariet o deus e Lann ar stêr, Kemperle, Karaez, Gouesnac'h ha Kerien. Braseet eo ar strollad gant dek den bremañ. Leurenniet gant Jean Kergrist, e oa bet savet e miz Genver ur pezhig c'hoari ganto: "Opéra cochonnier / Fest ar pemoc'h". Emaint o kregiñ al labour gant ur pezh c'hoari evit ar vugale "Kurunennoù ar Rouanez".

 

C'hoant o deus bezañ flemmus un tamm (evel ur c'hwil fall), direnkañ, hag implij brezhoneg bro Kemperle a zo etre bro Gwened ha bro Gerne.

Raktresoù war ar stern : sketchoù TV war Internet, Fest ar pemoc'h.

 Da sellout :  http://www.abp-tv.com/index.php?key=fubudenn
http://www.abp-tv.com/index.php?video_id=1056&channel=Z&langue=brezhoneg&liste=Sujet%20:%20fubudenn&archives=&play=stop&type=&start=d38nq2jtuvxja1.jpg

 

 

Pezhioù da welet

  1. E kreiz ma bro
    • Berr-ha-berr
    • Peulvanioù, billig, krampouezh ha binioù kozh, dañs ha kan ha diskan : klichedoù ha raksoñjoù a zo bet adimplijet gant ar strollad Fubudenn. Un dibunadeg tudennoù iskis, fentus pe zirollet ha diaes da añduriñ...

       Padelezh : 35mn

  2. Kurunennoù ar Rouanez
    • Berr-ha-berr
    •  "Kurunennoù ar rouanez" a gont istor Honza, a glask dimeziñ gant Kasenka. Met evit se, ret e vo dezhañ mont da Braha c'hoari gant ar Rouanez : kurunennoù pe soudard ar roue e-pad ugent vloaz ?.
       
      Abadenn evit ar vugale, adalek 5 bloaz. 
       
      Testenn skrivet gant strollad Brussel : "Theatre du Copeau"

      Sonerezh gant Fabienne hag Emmanuelle.
       
      Padelezh : un hantereurvezh.
       
       
       
       
       
       
       
       
       
       
       
       
  3. Danjerus Tamm ebet
    • Berr-ha-berr
    • Evit o arvest kentañ en deus dibabet Strollad Fubudenn ur pezh c'hoari skrivet gant strollad Plougin asambles gant Mikael Madeg, e 1980. Berraet, ouzhpennet jestroù, kanaouennoù. Istorioù ur greizenn nukleel ba beg Kermoger, Biel Apostolik o laoskel ar plas da Viel Politik, ganet ur sadorn da noz. Danjerus ? Tamm ebet ...

Mont e darempred :

Strollad Fubudenn

Den e karg : Fanny Chauffin
Kemperle
Pgz : 06 79 14 96 87 pe 02 98 71 74 94


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr