C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2012031535-Logo Mat ar Jeu 310.jpg

Roll ar strolladoù

Mat Ar Jeu

Mat Ar Jeu, Krouiñ e brezhonek evit un teatr Breton

                                         ..."Ar yezh er c'hoari
                                              Ha c'hoari gant ar yezh"...

Hor raktres…

Ur strollad c'hoariva a-vicher eo Madarjeu, krouet e dibenn 2008 gant Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan, komedianed ha leurennerien o daou. Embann a reont sklaer e labouront e brezhoneg, war ar brezhoneg hag evit ar brezhoneg.

Labourat e brezhoneg
Buhez ar strollad, e pep keñver, a vez kaset e brezhoneg, netra natureloc'h evit krouiñ e brezhoneg hag evit kas hor raktres arzel da benn.

Labourat war ar brezhoneg
Ober c'hoariva, e forzh pe yezh e vefe, a dalvez mont don er yezh, studial anezhi. Ne vezer ket james barrek a-walc'h, atav 'vez da zeskiñ.
Klask ar ger just evit c'hoari gwirion ha just, mont da welet petra 'zo a-dreñv ar gerioù, pouezañ war an distagañ. D'ar gomedianed reiñ korf d'ar yezh, santout anezhi en ur reiñ alan, lusk ha sonerezh. Reiñ da glevet brezhoneg mat ha distagellet mat.

Labourat evit ar brezhoneg
Fellout a ra deomp lakaat ar c'hoariva brezhonek war-wel
Kinnig krouidigezhioù brezhonek
Lakaat an dud da zizoleiñ, e brezhoneg, al lennegezhioù-all
Klask tizhout an holl, brudañ ar brezhoneg dre ar bed-holl

Gant Madarjeu hon eus c'hoant embann mennozhioù, lakaat an arvesterien da soñjal, da brederiañ, koulz war danvez Breizh, an Istor, war ar pezh a ra identelezh ar Vretoned, ar pezh a zo en o c'halon, met ivez war kement-tra a ra ar bed.

          « Lakaat hag adlakaat brezhoneg e divskouarn an dud »

Hol labour…

Krouiñ pezhioù-c'hoari
Labourat a reomp evit lakaat yezh ha sevenadur Breizh war-wel, kinnig pezhioù-c'hoari nevez d'ar vrezhonegerien da gentañ, d'ar re a zo o teskiñ, er skolioù, er c'hentelioù-noz, er stajoù, d'ar re o deus c'hoant da adtapout ar yezh, hag ivez d'ar re a zo c'hoazh dizesk war ar yezh.
E peplec'h ha d'an holl e fell deomp diskouez ar c'hoariva brezhonek hag hol labour, krouiñ liammoù, emgavioù, eskemm (dre lennadennoù, divizoù, degouezhioù arzel, c'hoari e ti an dud, er radio, evit an tele, ar Genrouedad…).

Skoazellañ krouiñ abadennoù c'hoariva
Madarjeu a ginnig ur servij skoazellañ krouiñ abadennoù c'hoariva. Forzh peseurt framm (prevez, publik, kevredigezh), forzh peseurt strollad ha forzh piv gant ar c'hoant bezañ skoazellet a c'hell goulenn, forzh peur, war hol lerc'h. Dileuriañ a reomp leurennerien a-vicher evit ur prantad-labour a vez rakjedet en araok hervez an ezhommoù. Labouret e vez war kement-tra a sell ouzh al leurenn, war c'hoari ar gomedianed ha war unvanded krouidigezh an abadenn.
E-kerzh ar frapadoù-labour e vez dizoloet c'hoarioù ha poelladennoù war ar c'hoariva evit deskiñ teknikoù-labour diazez ar c'homedian.
Evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg hon eus lakaet palioù ouzhpenn. Rak ar c'hoariva a zo un abeg a-feson evit kreñvaat hag ober muioc'h gant ar brezhoneg, implijout ar yezh en ur mod natureloc'h. Se 'zo kaoz m'hon eus un implij anezhañ hag a servij evit deskiñ, peurzeskiñ ha mont pelloc'h gant ar brezhoneg.

« Skol-C'Hoariva »
Evel strollad a-vicher eo kevratet Madarjeu gant Rannvro Breizh evit sikour ar c'hrouidegezhioù c'hoariva brezhonek er skolioù, er skolajoù hag el liseoù. 

                « Kemer plijadur ha reiñ plijadur »


Servij skoazellañ krouiñ abadennoù c'hoariva
Palioù dre-vras :

  •      - Lakaat da dalvezout personelezh ha barregezhioù pep hini
  •      - Kaout fiziañs
  •      - Ober gwelloc'h anaoudegezh gant ar re all
  •      - Daremprediñ, eskemm, en em skoazellañ an eil egile, an eil re ar re-all
  •      - Kavout e blas e-touez ur strollad tud
  •      - Kaout plijadur oc'h ober strivoù ha mont pelloc'h
  •      - Lakaat an ijin, ar c'hrouiñ e go
  •      - En em c'houarn, bezañ kempenn
  •      - Lavarout, ezteurel
  •      - Gellout sevel ur sell kritik positivel ouzh an traoù
  •     - Deskiñ arvestiñ


Palioù ouzhpenn evit ar brezhoneg :

  •      - Lakaat an neb da vezañ gouest da ezteurel ha da gomz brezhoneg a-benn gellout     kaozeal, eskemm gant ar re-all hag an dud dre-vras
  •      - Kaout ur geriaoueg ha doareoù-komz a-ziazez a-drugarez d'ur jeu-kaozeal simpl, lies doare, lusket ha poellek
  •      - Ober a-seurt e vefe aesoc'h deskiñ ar yezh komzet gant ul labour war ar c’horf, ar jestroù, ar fiñvadennoù, an alaniñ, an distilh, an distagañ, ar pouez-mouezh ha nerzh ar vouezh...
  •     - Lakaat dizoleiñ troioù-lavar, krennlavarioù, estlammadelloù, onomatopeennoù brezhonek ha jestroù « sevenadurel »
  •      - Reiñ tro d’an neb da vezañ digoroc'h war ar bed, war ar re-all, ha da vezañ     disachet gant ar c'hrouiñ hag ar sevenadur

 

Pezhioù da welet

  1. Alanig Al Louarn
    • Berr-ha-berr
    • KROUIDIGEZH ALANIG AL LOUARN, UR PEZH-C'HOARI EVIT AN HOLL AZALEK 6vloaz

      Diazez istorel ar grouidigezh
      Gant hor c'hrouidigezh kentañ e felle deomp tizhout an holl (nevez-vrezhonegerien, brezhonegerien, ha nann-vrezhonegerien) ha lakaat e-pleustr lod brasañ eus hor c'hoantoù : krouiñ e brezhoneg, labourat a-stroll da vat, sevel pezhioù-c'hoari a-vremañ gant nebeut a ginkladur hag a deknikachoù, implijout ar muiañ posubl a draoù dastumet ha dreist da bep tra : kaout plijadur ha reiñ plijadur. An drovezh eo bet deomp da labourat war an « etrekomprenidigezh » evit gellout kinnig hol labour e peplec'h ha d'an holl (kas enklaskoù arzel a-benn tremen hebioù da implij an us/istitlañ).

      Evit he zalvoudegezh kement a-fed yezh, danvez, live drama ha liveoù preder, mesk-ha-mesk, hon doa dibabet labourat diwar Troioù-kamm Alanig al Louarn, oberenn Jakez Riou.
      Ganet e Lotei e 1899 e oa an oberer aet abred, d'e 37 vloaz. Daoust da-se en deus laosket un oberenn binvidik war e lerc'h (romantoù, barzhonegoù, pezhioù-c'hoari,…). Anavezet eo evit bezañ unan eus ar skrivagnerien vrasañ bet o kemeret perzh e reneveziñ lennegezh vrezhonek an XXvet kantved, lemm ha fromus e bluenn ha mestr a-walc'h war ar yezh evit bezañ kinniget skridoù saourus, pinvidik, a-live uhel hag aes da gompren war an dro.

      Un istor a-holl-viskoazh a gaver e Troioù-kamm Alanig al Louarn : hini mabden abaoe ma 'z eus anezhañ, tost ouzh istor an dud dec'h, tost ouzh an dud hiziv … Etre fent, krizder ha from e tiskouez gant loened, an darempredoù etre ar re c'halloudus hag ar bobl en ur daolenniñ ar gevredigezh n'ez eus ket enni ar re-vat eus un tu hag ar re-zroug eus an tu-all. Ur gevredigezh ordinal ma rank ar bras eus an dud en em zifretañ evit debriñ ha chom hep bezañ debret. Mil brudet eo Alanig al Louarn, tudenn pennañ an istor. Meur a anv 'zo dezhañ dre ar bed-holl : Reineke, Mr Fox, Zorro,… hag oberennoù e-leizh a zo bet gouestlet dezhañ. En o mesk, Le Roman de Renart , unan eus ar re gentañ bet skrivet e galleg etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved.

      Hervez Jakez Riou e-unan en doa-eñ skrivet o kemeret frankiz, dreist-holl, diwar Reineke Fuchs , oberenn Goethe. Ne c'heller ket ober un adaptasion eus Troioù-kamm Alanig Al Louarn avat rak goude bezañ brezhonekaet ha breizhekaet an destenn en deus savet e zoare dezhañ e-unan. Da skouer e laka al louarn da veajiñ eus ar Grenn-Amzer da vBrest er bloavezhioù 30 ha da labourat en un ti-moullañ memes. Ar souezhusañ, marteze, o vezañ ma laka Alanig al Louarn da vervel gant ar glac'har. Un diskoulm hon eus-ni labouret en ur mod-all pa oamp o skrivañ.


      Al labour-krouiñ
      Gouestlet hon eus 6 miz kentañ ar bloavezh 2010 da grouidigezh Alanig Al Louarn : skritur, yezh, leurennaozañ, graferezh, c'hoari, sonerezh, kanaouennoù, enrolladennoù, leurenniñ, gouleier, teknik dre-vras, gwiskamantoù-leurenn…
      Ouzhpenn komedianed hag izili Madarjeu ez eo tost da 20 arzour hag a zo aet pep hini d'e varregezh mare pe vare el labour (Allah's Kanañ, Denez Abernot, Pascal Cariou, Gwenole Larvol…).

      Ur chafot hon eus implijet evel kreizenn leurennaozañ Alanig Al Louarn, ur framm dedennus e meur a-geñver. Evel danvez hollvedel ha diamzer ar pezh-c'hoari ez a ar chafot da-heul mabden abaoe ma kustum sevel traoù, hep cheñch an disterañ. Aroueziañ a ra ar skeul sokia hag ar renkadoù sokial. C'hoari a reomp war meur a live rak meur a estaj a zo dezhañ. Pep tra a c'hoarvez tro-dro dezhañ. Servijout a ra da bep lec'h, a-bep eil e teu da vezañ gwezenn, palez, douarenn, stal ar c'higer, klud ar yer, …
      Degas a ra da soñj er frammoù-c'hoari foran a vez graet evit ar vugale hag a c'hell dont da vezañ, diouzh o ijin, forzh pe lec'h, diazez forzh pe istor.
      En ur mod e c'hellfer ober savadur anezhañ nemet ez eo unan staliet evit ur mare hag a servij evit sevel savadurioù graet evit padout, eveldomp-ni komedianed pa 'z eomp a-lec'h da lec'h d'en em staliañ evit ur mare, c'hoari ha leuskel eñvorennoù dibad d'an arvestourien.

      A-hed ar wech hon eus labouret en ur soñjal en nann-vrezhonegerien, er re 'zo o teskiñ hag er vrezhonegerien evel-just. Er pezh-c'hoari e kaver a-bep seurt traoù hag a c'hell lakaat an dud da heuliañ an istor. Evit ar pezh a sell ouzh an etrekomprenidigezh omp aet war-zu     ur c'hoari digor, frank, ar sklaerañ posubl. Implijet hon eus arzoù ken hollvedel-all : kanaouennoù, sonerezh ha skeudennoù (skeudoù ha treuzskeudennoù). Pep tra oc'h ober an istor ha n'eo ket o tiskouez an istor.

      Disoc'h ar grouidigezh
      Deuet omp a-benn da ginnig ur grouidigezh a-vicher. Al labour a zo bet kaset e brezhoneg penn da benn. Soursiet hon eus ouzh hor pal kement hag ouzh hor c'hoantoù. Diwar ar pezh-c'hoari e vez gopret 2 deknisian ha 4 c'homedian. D'an holl hag e peplec'h e c'hell bezañ kinniget. Deuet omp a-benn da vodañ ur publik : tost da 850 arvester diwar 5 abadenn (Landerne, An Oriant, Gwipavaz, Montroulez, Landivizio) evit ur pezh-c'hoari divrud rak o kregiñ : bugale, krennarded, tud deuet ha tud koshoc'h, an holl rummadoù bodet eta. Priziet eo bet al labour gant nann-vrezhonegerien hag a oar eus ar c'hoariva, eus an danvez pe get, tud o tont eus Breizh, Pariz, Tchekia, Finland, Bro-Gembre. A-feur ma tisplegomp ar pezh-c'hoari e peurlipomp anezhañ. Labourat a reomp evel artizaned, da lavaret eo gant ar spered, an dorn hag ar galon. Bec'h d'an droiad bremañ !

      Diwar hor c'houst hon eus lakaet embann ar pezh-c'hoari e stumm ul levrig.

Pezhioù war ar stern

  1. Distro
    • Berr-ha-berr
    •  KROUIDIGEZH DISTRO * (HANTERENN GENTAÑ 2012)                                                     * Titl orin : Making It Home

      Raglavar
      Da gentañ ez eus un emgav kaer eus ar raktres-mañ : hini Madarjeu gant un aozadur stummañ e brezhoneg : Blaz Bazhvalan* hag hini tud tomm ouzh ar brezhoneg hag a fell dezho mont pelloc'h gantañ. Kinniget eo bet deomp gant Kristian ar Braz en anv Blaz Bazhvalan goude p'en doa bet gwelet Alanig Al Louarn e Landerne.

      D'ar poent-se edo o kas ur staj war an droidigezh e brezhoneg hag ar pezh-c'hoari Making It Home, skrivet gant Gerry Mc Donnell, e oa an danvez anezhañ o vezañ troet diwar ar saozneg. P'eo unan eus palioù Blaz Bazhvalan lakaat e-pleustr da vat al labour edo Kristian ar Braz o klask war-lerc'h 2 gomedian evit ma vefe diskleriet ar pezh-c'hoari war al leurenn hag evit ar radio. Labourat a reomp evit lakaat ar c'hoariva brezhonek war-wel, setu m'omp bet entanet diouzhtu gant ar raktres ha gant gwir abeg. Klotañ 'ra gant darn brasañ eus hor c'hoantoù : lakaat an dud da zizoleiñ e brezhoneg al lennegezhioù-all, kinnig pezhioù-c'hoari kompez e pep keñver, implijout ar mediaoù…

      Fromet ha plijet omp bet gant danvez ha spered ar pezh-c'hoari. Marv un tad a laka e vab da zistreiñ a Londrez da Zulenn evit an iteramant. Goude an obidoù, e ranndi ar familh, en ur c'harter a brolataerien evel ma c'heller kavout e Breizh hag e lec'h all, e loc'h ur gaozadenn dic'hortoz etre ar mab nevez distro ha spered an tad nevez aet. Ar gaozeadenn ziwezhañ a fellfe da veur a hini kaout a c'hellfe bezañ, panefe ne c'hell ket ar mab klevet e dad.
      Gant peadra, hep peadra, gant kenavo, hep kenavo, forzh piv a bleg rak an Ankoù 'zo war e lerc'h eñvorennoù…
       
      Ar marv n'eo nemet diazez an oberenn avat hag an abeg da vont war-zu temoù a-bep seurt :
      an darempredoù etre un tad hag ur mab, al lec'h ganedigezh, al lec'h chom, emdroadur sell ar rummadoù ouzh ar vuhez, ar gevredigezh, an divroañ sokial, ar gwriziennoù ha betek pelec'h e c'hell an den en em zizober diouto evit dont da vezañ un den.

      Ur gwir genlabour a vezo kaset etre Madarjeu (o produiñ) ha Blaz Bazhvalan (o treiñ hag o seveniñ) o c'houzout eo krog mat dija pa gempennomp asambles skrid brezhonek ar pezh-c'hoari asambles abaoe un nebeut mizioù.

      * Blaz Bazhvalan : kreizenn stummañ e brezhoneg. Stummadurioù berr war temoù resis : kleweled, teatr, radio, troidigezh, distagadur, lennegezh, tañva d'ar brezhoneg evit micherioù 'zo (tier ar re gozh, touristelezh…). Savet evel aozadur stummañ e 2010 diwar ar gevredigezh Blaz Produktion, savet e 1998 (kleweled e bzg, dielloù pedagogel, filmoù berr)

      An oberour
      E Dulenn eo bet ganet Gerry Mc Donnell, ahont emañ o chom c'hoazh. 6 barzhaz en deus skrivet. Evit ar c'hoariva, ar radio hag an tele en deus skrivet ivez.

      E bezh-c'hoari, Making It Home, diwar-benn an darempredoù etre un tad hag ur mab, a zo bet diskleriet evit ar wech kentañ e 2001 er Crypt Theatre e kastell Dulenn. Ur stumm radiofonel anezhañ a oa bet diskleriet e 2008 war RTE Radio 1, gant David Kelly e roll an tad ha Mark Lambert e roll ar mab.

      E oberenn Whose Veins Ran Lightning, tennet diouzh buhez hag oberenn ar barzh iwerzhonad James Clarence Mangan (1803-1849) a zo bet displeget war leurenn The New Theatre e Dulenn e 2003, gant Daniel Reardon oc'h ober Mangan ha Fedelma Cullen e vuzenn. Diwar-benn Mangan en deus skrivet ul levrig c'hoarigan, The poet and the Muse (gant John Byrne eo bet savet ar sonerezh). Skrivagner eo bet evit an heuliad iwerzhonat « Fair City ».

      Diwar e levr Jewish Influences in Ulysses hag e heuliad unangomzoù Elegy Mud Island ma c'heller lenn enno Yuzevien a vro Iwerzhon an 19vet kantvet o komz diwar-benn o buhez e teu war-wel ez eo Gerry Mc Donnell troet outo. E levr nevesañ, Mud Island Anthology, embannet e 2009 gant Lapwing Publications, 'zo ul lodenn ouzhpenn d'ar barzhaz Elegy.

      Gerry Mc Donell a zo ezel eus Gild an dramaerien hag ar senarierien iwerzhonat hag eus Unvaniezh ar skrivagnerien iwerzhonat. Emañ o paouez lakaat embann gant Lapwing Publications un dastumad barzhonegoù, Ragged Star e anv.

Mont e darempred :

Mat Ar Jeu

Den e karg : Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan
B.P.7
29250
Kastell-Paol
Pgz : 06 84 24 77 50
madarjeu.bzh@gmail.com
Lisañs niv. 2-1034307 abaoe ar 25/03/2010


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr