Strollad Kallag, ur strollad savet er bloavezh 1993. Klask a ra delc’hen bev brezhoneg Kreiz-Breizh ha diskouez pegen pinvidik ha saourus eo ar yezh pobl-se.
En tu all da se e fell d’ar strollad krouiñ ha brudañ e Breizh a-bezh, ha pelloc’h memes, arvestoù stag ouzh ar vuhez a-vremañ, pe e vefent pezhioù troet pe nevez-skrivet evitañ.
1429. C'hoant en deus Mazheas, ha heñv kiger, da vont da chevalier, ar pezh n'eo ket aezet pa n'eo ket gwall nec'het an dud all gant se…
Un istor marc'heien deus ar Grennamzer eo, met n'it ket da soñjal evit afer-se e vo diskouezet ur gentel istor deoc'h : marc'heien dirollet doare BD pe Monty Python int, disheñvel-tre neuze diouzh ar re a vez studiet er skolioù.
Troet eo bet ar pezh-mañ gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar "Histoire de Maheu le Boucher" gant Eduardo Manet, ur skrivagner bet ganet e Cuba hag a zo pell zo o vevañ e Bro-C'hall. Priziet e oa bet "Maheu le Boucher" e Festival Avignon e 1986.
Ur plac'h yaouank kozh hag ur paotr digavandad o-hunan e-barzh un toull-noz... Diviz diboell ha leun a fent (fent glas a-wechoù).
Ur pezh bihan savet diwar "Buhez ar pevar mab Emon", lakaet e vo an arvesterien da gemer perzh ennañ.
Bep taol, war-lerc'h "Avanturioù...", e vo c'hoarietDen e karg : Marie-Hélène Morvan
Resteloù-Tangi
22 160
Kallag
Pgz : 02 96 45 59 95
sylvain.botrel
free.fr