C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2006100232-Fest.jpg

Fest ar pimoc'h

Roll ar strolladoù

Ar Vro Bagan

 

Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh( 1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù « Tan ha Kurun » en hañv.

Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.

Pezhioù da welet

  1. Fest ar pimoc'h
    • Berr-ha-berr
    • Un devezh hag un nozvezh en ur gigerezh naet ha kempenn. An tad, ar vamm, ar mevel yaouank, ar vatezh hag ar mab…

      Ar mab ! Troet diwar pezh-c’hoari Tilly.

  2. Spered an tour tan
    • Berr-ha-berr
    • Gwechall e oa ar morhouc’h mestr war ar mor. Sachañ a rae ar bagoù hag al listri war ar reier da lakaat anezho d’ober peñse. Setu ma reas an dud o soñj da sevel un tour-tan evit sklêrijennañ ar mor dañjerus ha diskouez an hent mat d’ar voraerien.

  3. Ar Roue Ubu
    • Berr-ha-berr
    • Bountet eo an tad Ubu gant e wreg ar vamm Ubu da uhelaat er bed. Drouklazhañ a ra roue bro-Polonia ha dont da vezañ roue en e lec’h. Ur roue laer hag avius, aonik ha gros, skouer ar waskourien, e teu da vezañ. Kabestret eo pep frankiz en e vro, gwasket ar bobl ; diskleriañ a ra ar brezel da vro-Rusia…


      Ar Roue UBU a zo troet diwar oberenn Alfred Jarry « UBU-Roi » skrivet gant Alfred Jarry. Piv oa Alfred Jarry ?

      Ganet e oa bet e Kêr-Laval e 1873. Genidik eus Hedée nepell eus Roazhon oa e vamm. E Sant-Brieg hag e Roazhon en deus graet Jarry e studioù. E lise Roazhon eo en deus kroget da skrivañ e-bezh-c’hoari brudet bras UBU-Roi o kemeret unan eus e gelennerien da skouer.

      Ur freuz bras a voe e Pariz d’an 10 a viz mae 1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Ur pezh dispac’hel oa, disheñvel-krenn diouzh pep pezh a oa bet krivet en e raok. Pismigañ a ra ar galloud, ar brezel, ar relijion… Evelse ez eo chomet UBU-Roue ur pezh-c’hoari eus an amzer a-vremañ.

  4. Lizig
    • Berr-ha-berr
    • Diwar ur gontadenn skrivet gant Rotman eo bet savet ar pezh-c'hoari Lizig. Ha ma vefe Lizig ur baotrezig vihan ha n'eo ket ur gorriganez ?

      Ur gorriganez eo Lizig. Bevañ a ra gant he kerent er c'hoad. Un deizh e kouezhas diouzh ur wezenn war an douar. En em gav a ra bac'het e ti ar c'houadour.

      Dieubet, e za gant he hent 'benn adkavout he dud, en ur dremen ti ar vamm logodenn, ar c'hoz hag ar gweskleñv betek ar Roue Barv-Hir...

  5. Bag an Ankou
    • Berr-ha-berr
    • Tan ha Kurun krouet e 2008, diwar oberenn Pierre Mac Orlan.

      Loeiz Benig, 14 vloaz, n'en deus mui na tad na mamm. Dont a ra da labourat da di e donton en ostaleri ar C'hi Melen, brud fall warni abalamour d'ar goñvers iskis 'vez graet eno...

       

  6. Ar Vatezh Vihan-An Tenner Dent-Ar Palenn etre daou
    • Berr-ha-berr
    • AR VATEZH VIHAN : Ur gomedienn skrivet gant Jarl Priel

      Ar mestr Fulub ar C’horr, ur c’houer a 50 vloaz, intañv anezhañ abaoe pell zo, a gar e vatezh vihan. Karout a rafe he c’hemer da bried. E vab, Herri, ur paotr yaouank a 20 vloaz a gar Mona ivez. Gant pehini anezho ez aio ar plac’h yaouank’mit-hu.

      AR PALLENN ETRE DAOU, skrivet gant G.Kervella diwar ur fablennig deus ar grenn-amzer.

      Un tad en deus lakaet e vab da eureujiñ gant ur plac’h yaouank troet gant an arc’hant. E holl beadra en deus roet d’an daou bried yaouank. Chom a ra da vevañ ganto…

      AN TENNER DENT

      Klañv eo Gwilhou gant ar boan-dent. Dont a ra da di an Tenner-dent gant e vignon Jakez Kroc’hen. N’eo ket dizoursi.

       


  7. Ar Bazhvalan, An div Glujar, Ti ar Barner
    • Berr-ha-berr
    • AR BAZHVALAN : Skrivet gant an tregeriad Jarl Priel (1885 - 1965)
      Fañch, paotr yaouank kozh a vev en dienez, asambles gant Jobenn, ur vaouez kozh a gustum kempenn an ti. Ha pa sav en e benn ar soñj dimeziñ e c'houlenn diouzhtu sikour digant Maïvon, bazhvalan diouzh he micher. Setu-hi oc'h en em gaout, keloù mat ganti...

      AN DIV GLUJAR : Ur farserezh deus ar grenn-amzer, diwar memes seurt hag " E-kichen ar poull ". Ur pezh da lakaat an dud da c'hoarzhin (glas a-wechoù ! ) diwar goust an holl ! Hag amañ ez eo diwar-goust un drol a diegezh 'vimp o c'hoarzhin. Soñjit 'ta : ur chaseer hegredik ha taer, ur manac'h gwall droet ouzh ar merc'hed hag ur bikez fin ha lipous !

      TI AR BARNER :Skrivet gant ar spagnolad Alejandro Casona. Ur farserezh skrivet diwar ur c'hiz kozh deus amzer an inkizision e Bro-Spagn. Ar C'horrejidor ha grecher al lez-varn a zo o paouez ober friko bras p'en em gav ur chaseer, ur miliner, ur c'hemener hag ul leanez, trouz bras ganto hag imor en o fenn a-dreñv. An holl anezho war-lerc'h keginer...ar C'horrejidor. Penaos difenn e geginer muiañ karet d'ar C'horrejidor pa sav kemend-all a dud eneptañ ?
  8. Perles de Banquiers
    • Berr-ha-berr
    • Diwar Levr Hervé Lossec.

      Istorioù fentus dastumet digant trevidig ar bankoù e Breizh.

  9. Ar Basion Vras
    • Berr-ha-berr
    • Leurennet gant Goulc'han Kervella.

      Sonerezh gant Christian Desbordes

      Gant laz-kanañ Penn ar Bed.

       

  10. An Tenner Dent-Ar Mevel Laer-Ar C'hlasker Bara en Arbel
    • Berr-ha-berr
    • Leurennet gant Goulc'han Kervella diwar fablio ar grenn-amzer.
  11. Pezhioù C'hoari farsus
    • Berr-ha-berr
    • "Ar Mevel-laer",

      "Ur C'hlasker bara en arbel",

      "O vont da welet ur pezh-c'hoari"

      "Kig ha fars".

  12. Ar yarig wenn, Ar mevel laer, ar c'hlasker-bara en arbel, O vont
    • Berr-ha-berr
    • Ar yarig wenn

      Penaos poazhañ ur yar ? Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan n’int ket kustum da aozañ boued. Patra reoc’h, pa ne vez ket ar merc’hed er gêr !

       

      Ar mevel laer

      Nag a c’hwez vat a zo gant ar frouezh ! Entremar eo ar mevel da zrebiñ anezho e-lec’h sentiñ d’e vestr.

       

      Ar c’hlasker-bara en arbel

      Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian.

       

      O vont da welet ur pezh-c’hoari

      Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all…

       

  13. DIVROA
    • Berr-ha-berr
    • E-pad pell amzer ez eus bet aet kalz a Vretoned kuit eus o bro war lerc’h o bara, evit kaout ur vuhez welloc’h evito hag o bugale.

      E lodenn gentañ ar pezh-c’hoari e weler an divroadegoù renket etrezek mengleuzioù Trelaze e-kichen Angers, Bro Arc’hantina, Kanada, Kreisteiz Bro-C’hall, Pariz ha war dro... Etre dibenn an XIX vet kantved ha kreiz an XX vet. N’o deus ket bet kavet bep tro an eürusted edont o klask.

      E hanter gentañ an XX vet kantved e teu estrenien da glask labour da Vreizh, lod all da glask repu dirak ar brezelioù hag ar faksourien. Evel se e weler Italianed e mengleuzioù an Uhelgoad, ha Spagnoliz e Plougasnou.

      War-lerc’h ar brezel 40, e klasker krouiñ labour e Breizh (Celib, MOB...), padal e kendalc’h ar Vretoned da zivroañ. Amañ e weler anezho er Stadoù Unanet, e New-York, e Montreal. Bro Pariz a sach tud atao, Bretoned ha divroidi all eus ar bed.

      Lod eus ar Vretoned a zistro d’o bro, da zont war o leve... Lod all abalamour ez eus deut skiant dezho e oant Bretoned (dre labour Alan Stivell ha reoù all...).

      Dont a ra estrenien da Vreizh e-giz e pep lec’h en Europa. A bep bro. Klevet o deus ano eus Europa, an Eldorado nevez.

      Da echuiñ ar pezh e weler tri istor m’o deus ar Vretoned roet bod da dud diavaez-bro a oa o kuzhat : repuidi Bro-Euskadi, Sakinat Amiralieva hag he merc’h Patimat ha labourerien ar Mali e Montfort ‘kichen Roazhon.

      Evel Antigon e Bro-Hellaz eo bet savet ar Vretoned a-enep “lezenn ar Roue”, evit difenn tud divro ha dibaper.


Mont e darempred :

Ar Vro Bagan

Den e karg : Ar Vro Bagan
T.L. An Hellez
29880
Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Pelleier : 02 98 04 60 84
arvrobagan@wanadoo.fr
http://perso.orange.fr/avb


Pgz : 02 29 62 56 99 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr