Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh( 1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù « Tan ha Kurun » en hañv.
Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.
Penaos e voe savet Breizh, setu pezh-c’hoari Tan ha Kurun nevez Ar Vro Bagan. Teir lodenn az aio d’ober an abadenn-se :
Un abadenn c’hoariva, kan ha sonerezh. C’hoarierien, sonerien ha kanerien o kontañ buhez hag oberennoù Milig ar skañv-Glenmor. War ar skramm-sinema e weler poltriji ha pennadoù filmoù. Piv oa Glenmor ? Penaos eo deut da vezañ un emsaver breizhat ? Ar bloavezhioù kentañ « o fritañ laou » asambles gant al livour Alan an Nost. Penaos en doa graet anaoudegezh gant Xavier Grall e Lokireg. Xavier Grall ha Glenmor gant an anvioù Arzel ha Glen daou haroz « Ar Fest-Noz » (Fête de Nuit) X. Grall. Penaos e voe savet ar gelaouenn La Nation Bretonne ganto. Maro Xavier Grall e 1982. Glenmor ha Fanch Bernard o vont da ganañ da Vro-Savoie. Glenmor ha Leo Ferre o kanañ e 1972. Glenmor e Bobino. Katell ha Glenmor. Glenmor o chom a-sav da ganañ evit gellout skrivañ romantoù. Glenmor er beurbadelezh. Klevet a reer meur a ganaouenn savet gantañ (Le Retour, Larmes d’un copain, 20 ans déjà, il se fit âne, Viviana, O Keltia, Groñvel, War hent Ker Dundee, D’un ugent a viz Gwengolo,...).
Skrivet gant Goulc’han Kervella gant skoazell Katell, Fanch Bernard, Herve ar Borgn, Andre Le Pape, Jean-François Kervern, Alain Le Nost...
C’hoariet gant Nikol ar Vourc’h, Bob Simon, Yann-Edern Jourdan, Goulc’han Kervella (Ar Vro Bagan).
Sonet gant Patrick Audouin, Xavier Le Comte, Pol ha Herve Kefeleant – Triskell, Fanch Bernard, Jean-Charles Huitorel, Pierre Thebault.
Kanet gant Andrea ar Gouilh, Clarisse Lavanant, Yvon Etienne ha Gweltaz ar Fur.
Tregont vloaz zo eo dimezet Ivona Pennek gant Sezni Lagadeg. Pedet o deus mignoned da goaniañ ganto. Bremañ emaint o vont da zañsal hag evañ chopinadoù da geñver ar fest-noz. Dont a ra da soñj dezho penaos o doa graet anaoudegezh, penaos oant bet eureujet, peseurt buhez o deus bevet asambles.
Gwelet vez pennadoù eus pezhioù-c’hoari, klevet kanaouennoù hag istorioù farsus.
C'hoariet gant un daouzek aktour ha kaner.
Skrivet gant Goulc'han Kervella.
War un enezenn vihan, ez eus ur pesketaer o chom. Doujañ ha diwall an natur a ra. Un drovezh e pak ul labous bet kouezhet e-touez mazout an Erika. Digemer anezhañ hag e louzaouiñ a ra. Tamm ha tamm e pare a drugarez d’ar pesketaer. Hemañ a zesk dezhañ espern madoù an douar ha difenn ar mor diouzh al loustoni, ar saotradur. Pa dremen e dud dreist an enezenn, d’an distro diouzh o goañvezh, eo pare da vat. Mat a ra kuit en dro asamblez ganto.
Al labour-skol a c’hello bezañ graet diwar-benn an endro hag an natur.
E-pad pell amzer ez eus bet aet kalz a Vretoned kuit eus o bro war lerc’h o bara, evit kaout ur vuhez welloc’h evito hag o bugale.
E lodenn gentañ ar pezh-c’hoari e weler an divroadegoù renket etrezek mengleuzioù Trelaze e-kichen Angers, Bro Arc’hantina, Kanada, Kreisteiz Bro-C’hall, Pariz ha war dro... Etre dibenn an XIX vet kantved ha kreiz an XX vet. N’o deus ket bet kavet bep tro an eürusted edont o klask.
E hanter gentañ an XX vet kantved e teu estrenien da glask labour da Vreizh, lod all da glask repu dirak ar brezelioù hag ar faksourien. Evel se e weler Italianed e mengleuzioù an Uhelgoad, ha Spagnoliz e Plougasnou.
War-lerc’h ar brezel 40, e klasker krouiñ labour e Breizh (Celib, MOB...), padal e kendalc’h ar Vretoned da zivroañ. Amañ e weler anezho er Stadoù Unanet, e New-York, e Montreal. Bro Pariz a sach tud atao, Bretoned ha divroidi all eus ar bed.
Lod eus ar Vretoned a zistro d’o bro, da zont war o leve... Lod all abalamour ez eus deut skiant dezho e oant Bretoned (dre labour Alan Stivell ha reoù all...).
Dont a ra estrenien da Vreizh e-giz e pep lec’h en Europa. A bep bro. Klevet o deus ano eus Europa, an Eldorado nevez.
Da echuiñ ar pezh e weler tri istor m’o deus ar Vretoned roet bod da dud diavaez-bro a oa o kuzhat : repuidi Bro-Euskadi, Sakinat Amiralieva hag he merc’h Patimat ha labourerien ar Mali e Montfort ‘kichen Roazhon.
Evel Antigon e Bro-Hellaz eo bet savet ar Vretoned a-enep “lezenn ar Roue”, evit difenn tud divro ha dibaper.
Ar yarig wenn
Penaos poazhañ ur yar ? Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan n’int ket kustum da aozañ boued. Patra reoc’h, pa ne vez ket ar merc’hed er gêr !
Ar mevel laer
Nag a c’hwez vat a zo gant ar frouezh ! Entremar eo ar mevel da zrebiñ anezho e-lec’h sentiñ d’e vestr.
Ar c’hlasker-bara en arbel
Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian.
O vont da welet ur pezh-c’hoari
Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all…
"Ar Mevel-laer",
"Ur C'hlasker bara en arbel",
"O vont da welet ur pezh-c'hoari"
"Kig ha fars".
Diwar Levr Hervé Lossec.
Istorioù fentus dastumet digant trevidig ar bankoù e Breizh.
AR BAZHVALAN : Skrivet gant an tregeriad Jarl Priel (1885 - 1965)
Fañch, paotr yaouank kozh a vev en dienez, asambles gant Jobenn,
ur vaouez kozh a gustum kempenn an ti. Ha pa sav en e benn ar soñj
dimeziñ e c'houlenn diouzhtu sikour digant Maïvon, bazhvalan
diouzh he micher. Setu-hi oc'h en em gaout, keloù mat ganti...
AN DIV GLUJAR : Ur farserezh deus ar grenn-amzer, diwar memes seurt hag " E-kichen ar poull ". Ur pezh da lakaat an dud da c'hoarzhin (glas a-wechoù ! ) diwar goust an holl ! Hag amañ ez eo diwar-goust un drol a diegezh 'vimp o c'hoarzhin. Soñjit 'ta : ur chaseer hegredik ha taer, ur manac'h gwall droet ouzh ar merc'hed hag ur bikez fin ha lipous !
TI AR BARNER :Skrivet gant ar spagnolad Alejandro Casona. Ur farserezh skrivet diwar ur c'hiz kozh deus amzer an inkizision e Bro-Spagn. Ar C'horrejidor ha grecher al lez-varn a zo o paouez ober friko bras p'en em gav ur chaseer, ur miliner, ur c'hemener hag ul leanez, trouz bras ganto hag imor en o fenn a-dreñv. An holl anezho war-lerc'h keginer...ar C'horrejidor. Penaos difenn e geginer muiañ karet d'ar C'horrejidor pa sav kemend-all a dud eneptañ ?AR VATEZH VIHAN : Ur gomedienn skrivet gant Jarl Priel
Ar mestr Fulub ar C’horr, ur c’houer a 50 vloaz, intañv anezhañ abaoe pell zo, a gar e vatezh vihan. Karout a rafe he c’hemer da bried. E vab, Herri, ur paotr yaouank a 20 vloaz a gar Mona ivez. Gant pehini anezho ez aio ar plac’h yaouank’mit-hu.
AR PALLENN ETRE DAOU, skrivet gant G.Kervella diwar ur fablennig deus ar grenn-amzer.
Un tad en deus lakaet e vab da eureujiñ gant ur plac’h yaouank troet gant an arc’hant. E holl beadra en deus roet d’an daou bried yaouank. Chom a ra da vevañ ganto…
AN TENNER DENT
Klañv eo Gwilhou gant ar boan-dent. Dont a ra da di an Tenner-dent gant e vignon Jakez Kroc’hen. N’eo ket dizoursi.
Tan ha Kurun krouet e 2008, diwar oberenn Pierre Mac Orlan.
Loeiz Benig, 14 vloaz, n'en deus mui na tad na mamm. Dont a ra da labourat da di e donton en ostaleri ar C'hi Melen, brud fall warni abalamour d'ar goñvers iskis 'vez graet eno...
Bountet eo an tad Ubu gant e wreg ar vamm Ubu da uhelaat er bed. Drouklazhañ a ra roue bro-Polonia ha dont da vezañ roue en e lec’h. Ur roue laer hag avius, aonik ha gros, skouer ar waskourien, e teu da vezañ. Kabestret eo pep frankiz en e vro, gwasket ar bobl ; diskleriañ a ra ar brezel da vro-Rusia…
Ar Roue UBU a zo troet diwar oberenn Alfred Jarry « UBU-Roi » skrivet gant Alfred Jarry. Piv oa Alfred Jarry ?
Ganet e oa bet e Kêr-Laval e 1873. Genidik eus Hedée nepell eus Roazhon oa e vamm. E Sant-Brieg hag e Roazhon en deus graet Jarry e studioù. E lise Roazhon eo en deus kroget da skrivañ e-bezh-c’hoari brudet bras UBU-Roi o kemeret unan eus e gelennerien da skouer.
Ur freuz bras a voe e Pariz d’an 10 a viz mae 1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Ur pezh dispac’hel oa, disheñvel-krenn diouzh pep pezh a oa bet krivet en e raok. Pismigañ a ra ar galloud, ar brezel, ar relijion… Evelse ez eo chomet UBU-Roue ur pezh-c’hoari eus an amzer a-vremañ.
Diwar ur gontadenn skrivet gant Rotman eo bet savet ar pezh-c'hoari Lizig. Ha ma vefe Lizig ur baotrezig vihan ha n'eo ket ur gorriganez ?
Ur gorriganez eo Lizig. Bevañ a ra gant he kerent er c'hoad. Un deizh e kouezhas diouzh ur wezenn war an douar. En em gav a ra bac'het e ti ar c'houadour.
Dieubet, e za gant he hent 'benn adkavout he dud, en ur dremen ti ar vamm logodenn, ar c'hoz hag ar gweskleñv betek ar Roue Barv-Hir...
Un devezh hag un nozvezh en ur gigerezh naet ha kempenn. An tad, ar vamm, ar mevel yaouank, ar vatezh hag ar mab…
Ar mab ! Troet diwar pezh-c’hoari Tilly.
Gwechall e oa ar morhouc’h mestr war ar mor. Sachañ a rae ar bagoù hag al listri war ar reier da lakaat anezho d’ober peñse. Setu ma reas an dud o soñj da sevel un tour-tan evit sklêrijennañ ar mor dañjerus ha diskouez an hent mat d’ar voraerien.
Den e karg : Ar Vro Bagan
T.L. An Hellez
29880
Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Pelleier : 02 98 04 60 84
arvrobagan
orange.fr
http://www.arvrobagan.fr/