E 2003 he doa bet c’hoant ar gevredigezh Evit ar Vretoned a gas kentelioù war ar brezhoneg ha dañsoù Breizh e Lesneven, da ginnig d’he skolidi dudiamantoù e brezhoneg. Ouzhpenn-se e oa er vro brezhonegerien ampart a glaske ober traoù dudius gant ar yezh. Se zo kaoz e oa bet kinniget dezho ur stal-c’hoariva brezhonek gant Paskal Kariou, aktour a-vicher ha leurenner war un dro. Plijadur a-leizh a oa bet diouzthu-kaer ha buan e oa bet divizet sevel ur pezh-c’hoari gant an dek danvez-aktour.
En ur palas, un hotel bras, e c’hoarvez an istor, evel m’hen diskouez an titl. A bep seurt taolennoù bihan farsus hep penn na lost a heul an eil ar re all e le’chioù disheñvel eus ar palas ( an ostaliri, an degemer, ar asal-debriñ. . .hag all. . .).
Ar rener, an akademisian, ar Roue Dragomir, Lady Palace, ar “groom-ed”, an diva hag ar maestro, ar pratik figus, itronezed chik ha cheuc’h. . .an holl pratikoù a vez gwelet war al leurenn e-barzh ar pezh-c’hoari-mañ kempennet, leurenniet ha troet e brezhoneg gant Pascal Cariou diwar hini J. M. Ribes. Diskouez a ra an imor vat, ar sotoni, an dirollerezh eo gouest Mab-den da eztaolañ. Pep arvest, pep frazenn distaget, a zo evel ur ger gros troet mat taolet e-barzh poull reolennoù bevañ ar mondianed. Mousc’hoarzhomp ha c’hoarzhomp forzh pegement ‘ta ouzh ar pezh dichek-se, o c’hoari laouen gant ar faltazi, an enepkensetegezh hag ar farsadennoù.
Leurennet gant Paskal Kariou
"Evit bezañ eürus, Bezañ kuzh" diwar JM Ribes
"Ar Vakañsoù" hag "An Nioufed" diwar JC Grumberg
Troet gant P. Carriou.
Den e karg : Jean-Yves Bodennec
Straed Languené
29 890
Brignogan
Pgz : 02 98 83 48 22 pe 02 98 83 30 41
jean-yves.bodennec
wanadoo.fr
titouroù: tiarvroleon@wanadoo.fr