C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2012052446-Yerma 310.jpg

Roll ar strolladoù

Teatr Penn ar Bed

Savet e oa bet Teatr Penn ar Bed er bloavezh 1973 gant sikour Chanig ar Gall ha Gérard Pigeon. Un ugent abadenn bennak a zo bet leurennet ganeomp, dreist-holl pezhioù a ziavez bro : Billy Paogamm gant Martin McDonagh, Testamant ar c'hi gant Ariano Suassuana, Termaji gant Lioubomir Simovitch, Mistero Buffo gant Dario Fo, Arsenik ha kozh dantelaj gant Joseph Kesselring. Pezhioù eus ar vro hon eus diskouezet ivez : Bitekle, Dahud, Katrina Lenn-zu, Benn warc'hoaz 'vo deiz c’hoaz.

Pezhioù da welet

  1. Yerma
    • Berr-ha-berr
    • gant Federico García Lorca
      Barzhoneg skrijus e tri arvest ha c’hwec’h taolenn

      Etre pezh a soñj bezañ he dever maouez ha gwreg hag ar pezh he deus c’hoant evit gwir eo rannet spered Yerma.
      Stourm a ra a-enep dezhi hec’h-unan hag a-enep d’an dud en-dro dezhi evit kaout respontoù.
      Donder he goulennoù a sav ar pezh-c’hoari d’ul live hollvedel ha diamzer.

      Padelezh an abadenn : 1e30
      Publik  : An holl azalek 12 vloaz


      Troidigezh e brezhoneg (Emb. Emgleo Breiz) : Ronan Hirrien
      Leurenniñ : Lionel Jaffrès
      Sonerezh : Mi aLma : Yann Simon ha Sarah Floch

      Gant :
      Stéphane Ac'h, Juan
      Jakez Andre, gwaz
      Naig Daouphars, ar baganez kozh hag ur gannerez
      Mélanie Giotto, Yerma
      Mark Guillou, gwaz
      Anael Guyomarc'h, Maria
      Ronan Hirrien, Victor
      Gwendoline Jézequel / Patricia Le Grand-Peoc'h, ur plac’h yaouank
      Clervie Le Gall, ur gannerez, ur c’hoar-gaer
      Elisabeth Le Rouzic, ur c’hoar gaer, ur gannerez hag ar grouadurez
      Anna Mirail, ur gannerez, ur plac’h yaouank
      Yvonne Simon, Dolores hag ur gannerez
      Sylvie Vigouroux, ur gannerez hag ur vaouez kozh

      Kinkladur : Jean-Michel Appriou hag Yvonne Simon
      Gouleier : Sabine Hulin ha Stéphane Leucart
      Produiñ dileuriet : Laure-Anne Roche (Théâtre du Grain)
      Skritell : Nicolas Filloque
      Poltredoù : Raymond Le Menn
      Trugarezioù :
      Le Théâtre du Grain, la Compagnie Dérézo, le Collectif le Maquis, Centre culturel Alizé (Gwipavaz), l’Escale (Brest).
      Gant sikour kêr Vrest ha Rannvro Breizh

       Video France 3

  2. Mistero Buffo
    • Berr-ha-berr
    • Ur mister farsus ha goapaus, e doare misterioù bras ar Grenn- Amzer. Renket eo bet e brezhoneg diwar Mistero Buffo gant an Italianad Dario Fo, hag en deus bet labouret e-unan diwar skridoù kozh. Un heuliad a daolennoù eo, tro-ha-tro sirius, fentus-iskiz, fentus-goapaus. Diskouez a reont buhez an dud da vare Jezuz-Krist, e doare ar bobl avat, ha n’eo ket e doare an Iliz…

  3. Termaji
    • Berr-ha-berr
    • E 1940 e-kreiz an hañv hag e-pad ar brezel. Dont a ra an « dermajied» betek Oujitsé, ur gêr vihan e Bro-Serbia. Lakaet o deus en o soñj c’hoari Al laeron bet skrivet gand Schiller, met tud ar vro ne faot ket dezhe klevet anv eus teatr abalamour emañ o spered e lec’h all.

Mont e darempred :

Teatr Penn ar Bed

Den e karg : Annaig Daouphars
20 straed Bodmin
29480
Ar Releg-Kerhuon
Pgz : 02 98 28 42 45
teatrpennarbed@gmail.com


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr