Savet e oa bet Teatr Penn ar Bed er bloavezh 1973 gant sikour Chanig ar Gall ha Gérard Pigeon. Un ugent abadenn bennak a zo bet leurennet ganeomp, dreist-holl pezhioù a ziavez bro : Billy Paogamm gant Martin McDonagh, Testamant ar c'hi gant Ariano Suassuana, Termaji gant Lioubomir Simovitch, Mistero Buffo gant Dario Fo, Arsenik ha kozh dantelaj gant Joseph Kesselring. Pezhioù eus ar vro hon eus diskouezet ivez : Bitekle, Dahud, Katrina Lenn-zu, Benn warc'hoaz 'vo deiz c’hoaz.
gant Federico García Lorca
Barzhoneg skrijus e tri arvest ha c’hwec’h taolenn
Etre pezh a soñj bezañ he dever maouez ha gwreg hag ar pezh he deus c’hoant evit gwir eo rannet spered Yerma.
Stourm a ra a-enep dezhi hec’h-unan hag a-enep d’an dud en-dro dezhi evit kaout respontoù.
Donder he goulennoù a sav ar pezh-c’hoari d’ul live hollvedel ha diamzer.
Padelezh an abadenn : 1e30
Publik : An holl azalek 12 vloaz
Troidigezh e brezhoneg (Emb. Emgleo Breiz) : Ronan Hirrien
Leurenniñ : Lionel Jaffrès
Sonerezh : Mi aLma : Yann Simon ha Sarah Floch
Gant :
Stéphane Ac'h, Juan
Jakez Andre, gwaz
Naig Daouphars, ar baganez kozh hag ur gannerez
Mélanie Giotto, Yerma
Mark Guillou, gwaz
Anael Guyomarc'h, Maria
Ronan Hirrien, Victor
Gwendoline Jézequel / Patricia Le Grand-Peoc'h, ur plac’h yaouank
Clervie Le Gall, ur gannerez, ur c’hoar-gaer
Elisabeth Le Rouzic, ur c’hoar gaer, ur gannerez hag ar grouadurez
Anna Mirail, ur gannerez, ur plac’h yaouank
Yvonne Simon, Dolores hag ur gannerez
Sylvie Vigouroux, ur gannerez hag ur vaouez kozh
Kinkladur : Jean-Michel Appriou hag Yvonne Simon
Gouleier : Sabine Hulin ha Stéphane Leucart
Produiñ dileuriet : Laure-Anne Roche (Théâtre du Grain)
Skritell : Nicolas Filloque
Poltredoù : Raymond Le Menn
Trugarezioù :
Le Théâtre du Grain, la Compagnie Dérézo, le Collectif le Maquis, Centre culturel Alizé (Gwipavaz), l’Escale (Brest).
Gant sikour kêr Vrest ha Rannvro Breizh
Ur mister farsus ha goapaus, e doare misterioù bras ar Grenn- Amzer. Renket eo bet e brezhoneg diwar Mistero Buffo gant an Italianad Dario Fo, hag en deus bet labouret e-unan diwar skridoù kozh. Un heuliad a daolennoù eo, tro-ha-tro sirius, fentus-iskiz, fentus-goapaus. Diskouez a reont buhez an dud da vare Jezuz-Krist, e doare ar bobl avat, ha n’eo ket e doare an Iliz…
E 1940 e-kreiz an hañv hag e-pad ar brezel. Dont a ra an « dermajied» betek Oujitsé, ur gêr vihan e Bro-Serbia. Lakaet o deus en o soñj c’hoari Al laeron bet skrivet gand Schiller, met tud ar vro ne faot ket dezhe klevet anv eus teatr abalamour emañ o spered e lec’h all.
Den e karg : Annaig Daouphars
20 straed Bodmin
29480
Ar Releg-Kerhuon
Pgz : 02 98 28 42 45
teatrpennarbed
gmail.com