C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2010070507-6vetmelen-1 -310.jpg

en 'barzh ur boden ui

Roll ar strolladoù

Bugale Skolaj Jakez Riou

Kroget e oa bet e 1998 gant ur c’hlasad Pevare, ha tamm-ha-tamm setu ar skolaj a-bezh, ur wech ar sizhun o pleustriñ, o prientiñ ur pezh-c’hoari, ur fi lm, un abadenn rap…

Perak ? Peogwir eo un doare dibar da lakaat ar vugale da vevañ traoù fromus e brezhoneg, da reiñ da selaou ur yezh vev, hag evel-just da reiñ dezho ar binvioù evit komz dirak ar re all, da zizoleiñ bed an arz a-vremañ, da vezañ keodedourien an 21vet kantved.

Degemeret ez eus bet er skolaj arzourien o deus lakaet ar vugale da vont war-raok : Yann-Fañch Kemener, Nolwenn Korbell, Farid Bouzenad, Jean-Yves Gourvès, Alain Meneust, Cinetig (Bro Gembre), Sebastien Watel… Met c’hoari a dalv ivez mont da welet pezhioù c’hoari brezhonek gant ar strolladoù : Teatr Penn ar Bed, Ar Vro Bagan, C’hoarivari, Strollad Kallag.


Pezhioù da welet

  1. Pezhioù-c'hoariet e 2010
    • Berr-ha-berr
    • Ar re 6vet o deus c'hoariet pep hini "Dek den 'barzh ur boden ui".

      Ur 5vet en deus c'hoariet "Beuzet eo Ker Ys" hag an hini all "Feulster pep lec'h".

       

Pezhioù war ar stern

  1. Ar Chevailher
    • Berr-ha-berr
    • Mojenn Chevailher c'hoariet gant ar re 6vet. Amañ e Pleiben d'an 9 a viz Even 2011 e-koulz devezh c'hoariva evit ar skolajidi.
  2. Pevar fezh-c'hoari berr
    • Berr-ha-berr
    • Danvez ar stalieroù 2009 :

      "Avaloù Liorzh Vleago" G.Kervella

      "Yann e zaou Wenneg" F. An Uhel

      Sketchoù berr , Hemon Embannadur

      Sketchoù diwar doare an "Teatr Forom" ( Augusto Boal )

       

Mont e darempred :

Bugale Skolaj Jakez Riou

Den e karg : Fanny Chauffin
5 straed Vendée c/o Skolaj Diwan Jakez Riou
29000
Kemper
Pgz : 02 98 95 57 24
sekretskolaj@wanadoo.fr


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr