C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 

Roll ar strolladoù

La Obra

Strollad c'hoariva La Obra a oa bet krouet e bro Chili e 1995 gant al leurennerez Gissel Sparza. E 2002, asambles gant Céline Soun, e oa kroget ar strollad da vont e darempred gant Breizh a-benn sevel ur pezh -c'hoari e peder yezh ( mapudungun, spagnoleg, brezhoneg ha galleg). Hag abaoe ar mare-se eo aet ar strollad pelloc'h gant e vennozhioù : brudañ ar yezhoù bihan, labourat war an dachenn sokial ha derc'hel bev al liammoù gant Breizh. Abalamour d'al labour-se e oa bet gounezet " Priz dazont ar brezhoneg" e 2005 da-geñver ar stalioù c'hoariva graet gant skolajidi ar vro.

Adalek miz C'hwevrer 2007 ez aio ul lodenn eus ar strollad d'ar Guatemala goude bezañ pedet gant ti-kêr Playa Grande (Ixcàn), da genlabourat gant kevredigezhioù war an dachenn a -benn digeriñ ur greizenn sevenadurel ha sokial. Ar stalioù labour a vo kinniget er greizenn met ivez war ar maez er c'humuniezhoù tro dro. Diwar ar raktres-se e savo un eskemm etre Breizh , ar Chili hag ar Guatemala.

"Strollad an alouberion" - 2006

Savet eo bet an abadenn " Maximon an doue rebell " gant liseidi divyezheg strollad An Alouberion. Kont a ra istor dispar an indianed maya a enep atantoù bras ar guatemala ( las fincas ).
War lec'h un droiad e breizh, ar re yaouank a zo vont da c'hoari an abadenn er Guatemala. Ur festival etre breizh ha Guatemala a vo savet tro dro d'an abadenn-se (sonerezh, prezegennoù ha divizoù)

"Daoulagad war vale"- 2007

Ur raktres nevez a-benn 2007 : krouiñ liammoù dre lizher etre La Obra en tu all eus ar mor ha bugale klasoù divyezhek 'zo a-benn digor ur prenestr war Amerika ar c'hreisteiz. Tu zo da lenn al lizheroù war al lec'hienn Internet : http://www.obrasocioteatral.org

Digoradur ur greizenn arzel sokio-kenelel "Ixcan creativo" e Playa grande-ixcan

Abaoe ur bloavezh e vez Kompagnunezh sokial-ha-c’hoariva LA OBRA o labourat e Playa Grande-IXCAN, er Gwatemala, a-benn lakaat digeriñ ur greizenn arzoù ha rebell evit ar re yaouank ha lakaat e pleustr treuzfeurmiñ-dre-ober IXCAN CREATIVO.
 Pal pennañ an oberezhioù kinniget gant IXCAN CREATIVO ? Sevel, dre an ARZ, un identitelezh a-ziforc’h. Evit gwir, e voe poblet an dachenn drovanel-se eus an IXCAN war an diwezhadoù hag e voe gloazet-bras gant an emgann armet : lazhadegoù, stourmoù en menezioù, harlu er Meksik, setu aze buhez pemdeziek an dud eus an IXCAN adalek ar bloavezhioù 60 betek ar bloavezhioù 90. En desped da binvidigezh glad kulturel, istorel, ha yezhel an IXCAN, e vez komzet 14 yezh maya er gumun ; kondaonet eo an talvoudekaat eus an identite abalamour d’ar feulster, d’ar stad a baourentez eus ar re vrasañ, d’an diover a zeskadurezh ; gant-se, e vez morioù a dud yaouank eus an IXCAN o tivroañ war-zu Norz ar c’hevandir.  Dre-se eo chantier arzel IXCAN CREATIVO evel un dremmwel nevez evit ar yaouankiz : ul lec’h a gomz, a spi, a adsavidigezh eus an identitelezh. Nav a a re yaouank eus an IXCAN « LOS CREADORES » a zo bet stummet a-hed ar bloavezh 2007 evit ober war-zro, adalek 2008, atalieroù arzel a bep sort, er skolioù, ha kemer mererezh kreizenn an IXCAN CREATIVO e karg, tamm-ha-tamm.

Breizh hag ar yezh vrezhonek a gemer perzh, a-zevri, er prosesus-se a grouidigezh eus un identitelezh er Gwatemala, daoust ma c’hell bezañ souezhus. A-se, dre an eskemmoù a skiant-prenañ, en emgav ha sevenidigezh raktresoù arzel boutin, e c’hell tud yaouank an IXCAN ha reoù Breizh ivez, dizoloiñ orin o identitelezh dezho o-unan en-dro, sevel mestr warni ha talvoudekaat anezhi.

Meur a raktres a eskemmoù Maya/Breizh a zo bet savet eta : ur festival diwar an Identitelezh e miz gouere 2007 ha donedigezh ur strollad yaouank a vretoned : « An Alouberion » er Gwatemala, tabutoù, e-pad ar festival, diwar tem ar c’helenn liesyezhel, ha meur a atalier dañs ; mont a ra en-dro eskemmoù niverus etre klasoù pevaridi ha tredeidi eus ar skolajioù Diwan eus Gwened ha Kemper gant klasoù an IXCAN, abaoe miz gwengolo ; aozadur bannieloù hag enrolladurioù e yezh vaya a zo e pleustr evit Gouel Yezhoù ar Bed e miz mae 2008 e Brest ; ur pezh-c’hoari « La Lune dans le Gouffre » a vez savet gant tud yaouank deus an IXCAN hag ur strollad vrezhonegour eus Gwened war ar memes tro ; ur BD, awenet gant ar pezh-c’hoari-se, a zo o vont da vezañ krouet ivez, hag e vo embannet e Spagnoleg hag e Brezhoneg…

A-se, na bout e vez LA OBRA o labourat bremañ er Gwatemala dreist-holl, e kredomp start, abaoe hor jungl iskanek, eo an emgav hag an eskemm etre minorelezhioù unan deus alc’hwezioù pouezusañ krouidigezh ur bed all posubl, lieskulturel, liesyezhel, liesetniel, ha just evit an holl.
Ur rol ouhzpenn pouezus en deus an ARZ da c’hoari er grouidigezh-se.

AN OBRA, Ixcan, genveur 2008

Mont e darempred :

La Obra

Den e karg : Patricia LEGRAND
Straed Montroulez - Ar Goyen
29200
Brest
Pgz : 06 73 94 44 02
obrateatral@yahoo.fr
http://www.obrasocioteatral.org
http://laobra.over-blog.com


Pgz : 02 29 62 56 99 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr