C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2010110837-affiche Diwall er Festival 310.jpg

Roll ar strolladoù

C'hoarivari

Strollad C’hoarivari zo ur lodenn ag ar gevredigezh Eveil et Connaissance e Langidig (Bro Gwened). Savet e oa
bet e 1994.
Hon palioù zo :

  • Kas a-raok ar brezhoneg dre ar c’hoariva
  • Sevel arvestoù a c’hell bout komprenet get
  • brezhonegourion ar vro
  • Kas dañvez d’ar c’hevredigezhioù a ra àr dro
  • hon sevenadur

Hani ag an izili n’eo c’hoarier a-vicher, nemet plac’h ar leurenniñ. C’hoari a reomp dreist-holl e Bro Gwened met ivez a-wezhioù er broioù arall. Div wezh omp bet dibabet evit kemer perzh e gouel ar c’hoariva e Lizio hag ur wezh e Kerhervy e Lannarstêr, evit « Festival du théâtre amateur ».

Pezhioù da welet

  1. Diwall er Festival
    • Berr-ha-berr
    • Reuz zo e komiserdi An Oriant... Gérard Le Gleup, penn-sonner bagad Locoal emañ o paouez bezañ lazhet war leton stad ar Moustouer e-korf an dibunadeg bras. Hag eñ e vo kavet un diskoulm gant ar gomiserez Anna Le Miledeg hag an enseller Frifurch ?
  2. Malachap Story
    • Berr-ha-berr
    • Pezh gant René Maria de Obaldia, lakaet e brezhoneg gant Marilou Pochic, Marc Brustiec ha Maurice Jouanno.

  3. Troioù kamm Skapin
    • Berr-ha-berr
    • Pezh gant Molière lakaet e brezhoneg gant Loeiz Conan.

  4. Ar bank oaled
    • Berr-ha-berr
    • N'eus ket a ziverradenn. Pezh gant Roparzh Hemon.

  5. Ar c'hemener
    • Berr-ha-berr
    • N'eus ket a ziverradenn. Pezh savet gant Loeiz Bevan.

  6. Haniit bremañ
    • Berr-ha-berr
    • N'eus ket a ziverradenn.

Mont e darempred :

C'hoarivari

Den e karg : Armelle Boullé
8 Lot J de Kerguzerh
56700
Branderion
Pgz : 02 97 32 91 52
armelleboulle@gmail.com


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr