Skolaj Diwan Bro-Dreger. Ur skolaj war ar maez gant tro-dro da120 skoliad ennañ.
A bep seurt raktresoù-c'hoari a zo : Beilhadegoù, c'hoariva dre gomz, skignet gant RKB.
Un abadenn nevez a zo ganet war RKB. Savet e vez gant skolidi ha skolajidi ar vro asambles gant o skolaerien Vincent Dubois ( skol divyezhek publik Louergad), Sabine Kergoët (skol divyezhek publik Pabu), Virginie Le Boulbin (skol divyezhek prevez Ploubêr), Stefan Alliot (skol divyezhek publik Pempoull), Gildas Moal (skol divyezhek publik Kawan), Nathalie ( skol divyezhek publik Plistin) ha Gwenola Coïc (skolaj Diwan Plijidi) .
Pep skol he zro da zibunañ deoc'h ar pezh a studiont : kontadennoù, istorioù, barzhonegoù, sketchoù, pezhioù-c'hoari, troioù-lavar, kanaouennoù ... bep merc'her etre 2eur ha 2e30 ha memes abadenn bep sadorn etre 12e30 hag 1 eur.
Selaouit mat ouzh hon furlukined, peadra a vez da c'hoarzhin, 'hat !
Skolajidi Plijidi a zo kalz a intrudu enne ha gwir lamponed eh int ivez. Evel-se e krogjomp gant ar sevel pezhioù-c'hoari berr evit ar radio pa oa savet ur raktres nevez etre skolioù Bro-Dreger gant ar c'hoant embann hon labourioù er radio. Ar pezhioù-c'hoari kinniget a zo da gentañ sketchoù evit kinnig troioù-lavar e brezhoneg peogwir eo ret d'ar grennarded derc'hel gant hengoun pinvidigezhioù ar c'homz. Nag a blijadur evite diskouez e plij o labourioù bet graet er skol d'an dud, ha dreist-holl gwelet ez eo al labourioù-se bev e-mesk an dud. An hevelep c'hoant a sav ennomp 'benn ar fin pa saver ur veilhadeg. Hast meump da welet krennarded o kinnig labourioù c'hoariva e brezhoneg war memes leurenn hag ar gonterien a-vihanik. Michañs e kendalc'ho an eskemm-se 'pad pell. Deuit niverus, eta d'ar veilhadeg !!!
Den e karg : Gwenola Coïc, Skolaj Diwan
6, hent Sant Per
22720
Plijidi
Pgz : 02 96 21 48 73
Pelleier : 02 96 21 49 04
gwenola.coic
wanadoo.fr
www.skolajtreger.org