C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2011051646-taol esae sul-310.jpg

Roll ar strolladoù

Strollad Plon8

Ur strollad nevez-diwanet eo C’hoariva Plon8, 8 aktour mennet da c’hoari e brezhoneg pezhioù fentus pe c’hoapaus en un doare a-vremañ.

C’hoari e brezhoneg e faot deomp ober hag ivez labourat, pleustriñ e brezhoneg; abalamour d’ar fed-mañ ez eo digor hor strollad d’an dud a glask gwellaat o live yezh en ur ober ganti pep sizhun e-tog un eurvezh hanter.

Ne reomp ket kentelioù brezhoneg, setu perak ne c’hellomp ket degemer deraouidi met ul live brezhoneg izel a-walc’h ne vir ket da gemer perzh.

Pezhioù da welet

  1. Sul
    • Berr-ha-berr
    • Emañ strollad Plon'8 gant ul lañs nevez er bloaz-mañ.

      Ur pezh-c’hoari un hanter eurvezh e brezhoneg penn da benn !
      Azasaet diwar "Dimanche" gant JM Ribes, tudennoù ha sotonioù ouzhpenn...
       
      En ur familh e-giz ar re all :
      An tad : Sioul, atav war e bouez, ne vo ket aes souezhañ anezhañ,
      Ar vamm : Strizh, o vevañ dindan askell ar relijion, arabat klask souezhañ anezhi,
      Ar verc’h : Ur grennardez a vije plijet e strakfe ar bedig bed tro-dro dezhi,
      Ar mab : Gwall yaouank c’hoazh en e benn, a-wechoù ne gompren ket toud.

      Ar pezh : Ur sulvezh vintin e-giz ar re all e ti ar re Gersale. Mintin-mañ, ne oa den ebet o c’hortoz ur seurt darvoud. Ne vo tra‚ bet ken e-giz gwechall.

       

  2. Romeo ha Julieta
    • Berr-ha-berr
    • Setu strollad Plon8 war al leurenn en dro evit o eil bloavezh.
      Er bloaz-mañ o deus dilezet spered ar sketchoù a oa ganto warlene evit uhellaat a-galz o live betek krediñ c'hoari Shakespeare e yezh Jakez Riou.
      Ha n'eo ket an disterañ pezh-c'hoari a zo bet dibabet ganto peogwir e kinnigont Romeo ha Julieta.
      Hag-eñ e c'hello ar strollad-mañ chom tost eus spered an oberour, n'eo ket sur daoust dezho da vezañ bet barrek a-walc'h evit klokaat ar pezh betek lakaat ac'hanomp da zizoloiñ nozvezh kentañ an daou garedig. Hag aze kraz an traoù ganto.

      Gant o fent, o startijenn hag alioù fur Lou Millour e lak ar re-mañ ac'hanomp da gaout ur c'horfad plijadur .

      E Breizh e vo diskouezhet ar pezh da gentañ penn e Ploneiz da geñver fest-noz Radio-Kerne hag un tamm pep lec'h diwezhatoc'h 'barzh ma vo galvet ar strollad gant urn droiad etrevroadel evel bep bloaz

  3. TV Ploneiz
    • Berr-ha-berr
    • Degemer mat war "Tv Ploneiz" ! Un heuliad sketchoù berr fentus leurenniet gant lou Millour.

Mont e darempred :

Strollad Plon8

Den e karg : Loic Jade
Pgz : 06 79 14 48 05
jade-loic@wanadoo.fr


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr