C'hoariva, teatr brezhonek

français | brezhoneg


 
2011070752-kas ouzh kas 310.jpg

Roll ar strolladoù

Electrake

Savet e oa bet e 2006 diwar goulenn kerent bugale a guitae ar skol kentañ derez ha na felle ket dezho kas anezho da Wened pe lec'h all. Deuet e oa da soñj prezidantez Kentelioù an Noz reiñ lañs d'ur stal c'hoariva evit reiñ un tu d'ar vugale da chom e darempred gant bugale brezhonegerien all, ha da gaout ur gwir dudi hag ur pal dre ar brezhoneg.


 

 

Pezhioù da welet

  1. Kas ouzh kas
    • Berr-ha-berr
    • Daou dad-kozh zo fachet abaoe bloavezhioù hag o div familh a vag droug an eil ouzh ebenn.

      Octave Nec'hudig ha Raoul Kudenneg, mignoned vras, a oa kouezhet e karantez gant ar memes plac'h, Solena. Gant Raoul e timezas-hi, met evit se e roas-eñ e vignon d'ar polis.

      Kas zo etrezo evel-just, met tud zo er familhoù o deus c'hoant da lakaat an traoù da cheñch.

  2. Sorset !!
    • Berr-ha-berr
    • En ur bed hud anvet Klagorn, e vev asambles tud vat, doare kornandonezed ha majisianed, met bez' e vev eno ivez goblined eus ar re zroukañ, a glask lazhañ ha debriñ tud.
      Erruet eo nevez 'zo ur sorserez e Klagorn; n'eo ket peurzesket an teknikoù hud ganti, hag ober a ra ur bern sotonioù. Un tapad bras zo ouzh he jod kleiz.
      Ar goblined o deus kontet en o mojennoù hengounel abaoe pell e teufe un den gant un tapad bras ouzh e jod kleiz da zistrujañ anezho. Spontet int gant se ha bepred e vezont war evezh.
  3. Troc'het e vo
    • Berr-ha-berr
    • Bed kriz ar sinema hag an aktourien.
  4. Fallat Rummad / Jessika
    • Berr-ha-berr
    •  

      E 2008 eo bet skrivet « Fallat rummad / Jessica » gant Katell Léon, hag a vesk rummadoù sitcom, spont, enklask polis ha komedienn, war ar mod fentus... Istor ur plac'h, Jessica, hag a lak holl baotred he skol da dreiñ sot. Nemet emañ e karantez gant Jessie. Joe, ne c'hell ket padout se ha tuta a ra ul lazherez... Daou enseller polis ha div vamm-gozh un tamm foll a gemmo an traoù...

       

Mont e darempred :

Electrake

Den e karg : Katell Leon
Kentelioù an Noz, 10 straed Ar Bourget
44000
Naoned
Pgz : 0240203974 pe 0671230850
kann@netcourrier.com / katellleon@yahoo.fr


Pgz : 06 38 78 35 15 — mont e darempred ganimp
webmaster : zzzazzz@free.fr