Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Da welout ha da glevout... > Traoù da glevout > Abadennoù skingomz war ar c’hoariva

Abadennoù skingomz war ar c’hoariva

An abadennoù radio a gemer perzh er vuhez hag er memor ar c’hoariva e brezhoneg.
Amañ e vo kavet abadennoù radio war ar strolladoù, war bezhioù-c’hoari zo pe gomedianed, war ar c’hoariva e brezhoneg dre vras.

  • Ar Basion vras - La passion celtique

    Lun 30 a viz Mezheven 2014

    Un abadenn kaset da benn gant Kristian ar Bras deus RCF Radio an Aodoù diwar benn pezh-c’hoari Ar Vro Bagan «Ar basion Vras» ha skignet d’ar 16/04/2012.
  • Abadenn skignet d’ar 26 a viz Even 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Bet eo Kristian Bras o welout bugale Plougerne o pleustriñ evit Armorica Breizh, abadenn tan ha kurun strollad Ar Vro Bagan. Gant Goulc’han Kervella ha Nikol Ar Vourc’h.
  • Strollad Madarjeu

    Yaou 28 a viz Du 2013

    Abadenn skignet d’ar 15 a viz Mae 2012 war radio An Arvor (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan a gont deomp o micher komedian. Klevet eo ivez tammoù deus o fezh war ar stern d’ar c’houlz-se : Alanig al Louarn.
  • Abadenn skignet d’ar 27 a viz Meurzh 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Mari-Elen Morvan komedianez strollad Kallag a gont deomp he entan evit ar c’hoariva.
  • Abadenn skignet e miz Ebrel 2003 war radio Kerne. Da geñver ar gouel "Kornog-norzh-kornog c’hoarivaoù ar bedoù keltiek" e oa kinniget e c’hoariva Kerne gant skolajidi Diwan Kemper ur pezh-c’hoari, "Kroaz-hent", renet gant Nolwenn Korbell. Reportaj e-pad ar bleustradeg veur gant Skolajidi Diwan Kemper ha Fanny Chauffin, ouzh mikro Laëtitia Fitamant. Selaou un tamm deus an abadenn war an Tour Tan.
  • Abadenn skignet d’an 22 a viz C’hwevrer 2012 war radio Arvorig FM. C’hwezek bugel etre 6 ha 12 vloaz o deus kemeret perzh en ur staj c’hoariva e-kerzh o vakañsoù. Kinniget e vez ar staj, bep mintin, gant strollad Ar Vro Bagan e Plougerne. Ur staj e brezhoneg kaset da benn gant Goulc’han Kervella, rener ar stal ha komedian a-vicher. Displeget ’neus da Erwan Blanchard peseurt palioù a glasker tizhout ’kerzh ur sizhunvezh giz-se. Evit selaou an abadenn war lire suite
  • Abadenn skignet e miz Meurzh 2006 war radio Arvorig FM. Atersadenn Celine Soun eus ar strollad La Obra. Komz a ra eus he micher stummerez war ar c’hoariva da vare ar strollad tud yaouank An Alouberion ouzh mikro Gael Morin. Da selaou war lec’hienn an Tour Tan.
  • Celine Soun a gont istor la Obra

    Yaou 14 a viz Du 2013

    Abadenn skignet d’an 28 a viz Kerzu 2012 war radio Kerne. Céline Soun o komz diwar-benn La Obra, strollad c’hoariva e brezhoneg hag e spagnoleg. Kontet eo petra eo La Obra, petra zo bet graet gant ar strollad hag o raktresoù. Da selaou war RadioBreizh.net.
  • Abadenn skignet e miz Ebrel 2002 war radio Arvorig. Reun Treger eus strollad Plougin a ginnig ar strollad hag ar pezh-c’hoari Boued Touseg diwar Le festin des gueux skrivet gant Jean Failler. Aterset eo gant Roger Lavanant. Da selaou war an Tour Tan.
  • Abadenn skignet e miz Du 2005 war radio Kerne. Da geñver Gouel Bro Douarnenez e oa bet pedet ar strollad c’hoariva Barzhanoff , ur gompagnunezh eus Roazhon leun a youl hag o deus skrivet ha leurennet "Kig & Faltazi". Bac’het eo an implijidi un dibenn-sizhun-pad er burev. Ur mod da ziskouez an doare ma c’hoari ar gwask war an dud. Evit klevout Meriadeg, Olier, Christine, Gwilherm, Marie-Thérèse aterset gant Solenn Georgeault : lec’hienn an Tour lire suite
  • Strollad Plon’8 o pleustriñ

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Abadenn skignet e miz Mae 2010 war radio Kerne. Adkavit tud strollad Plon’8 o pleustriñ ouzh mikro Dorig ar C’hras. Evit selaou an abadenn war an Tour Tan.
  • Abadenn skignet e miz Gouere 2009 war radio Kerne. Aktourien divyezhek ar strollad c’hoariva Plon’8 a ginnig deomp o labour war ar pezh-c’hoari "Romeo ha Julieta". Ur sell fentus war oberenn Shakespeare. Da selaou war lec’hienn an Tour Tan.
  • Festival Teatr brezhonek 2012

    Merc’her 13 a viz Du 2013

    Abadenn skignet d’an 23 a viz Here 2013 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Un abadenn evit kinnig trede Festival Teatr Brezhonek (2-21 a viz Here 2012).
  • Abadenn skignet d’an 13 a viz Du 2012 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Aterset eo bet komedianed ar strolladoù Plon’8 (eus bro Gerne) ha C’hoari las (eus bro Dreger) war o fezh-c’hoari "Sul" ha "Brezel al Lastez", c’hoariet da geñver an trede Festival Brezhonek aozet gant C’hoariva.
  • Abadenn skignet d’an 12 a viz c’hwevrer 2013 war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Un abadenn war ar pezh-c’hoari Frankiz gant tammoù eus ar pezh ha testeni Tangi Merrien komedian.
  • Abadenn skignet d’an 19 a viz Meurzh war radio An Aodoù (Buhez - kaset da benn gant Kristian Braz). Célestin Maguer ha Claude Léon eus strollad Gwineventer zo o lârout un tamm hiroc’h war ar pezh-c’hoari «N’eo ket ar memes galleg».
  • Abadenn skignet d’an 31 a viz Eost 2013 war radio Kerne. Strollad La Obra o pleustriñ war ar pezh-c’hoari Bleunioù gouez. Gant komedianed La Obra ouzh mikro Morgane Bramoullé. Selaou an abadenn war Breizh Net.
  • Abadenn skignet d’ar c’hentañ a viz Kerzu 2009. Aterset eo ar strollad c’hoariva "Rebeldia" a zo e bal dezhañ krouiñ ul liamm gant tud yaouank ar greizenn "Ixcan creativo, Playa Grande, Guatemala". An eskemm-se a zo bet kensavet gant ar strollad "La Obra" hag en deus kenlabouret gant C’hoariva evit dougen ar raktres "Ixcan creativo". Evit selaou an abadenn kaset da-benn gant Andrea Le Gal ha Merwyn war RadioBreizh.net.