Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Kreizenn dafar > Korn ar re yaouankañ

Korn ar re yaouankañ

En korn-mañ al lec’hienn, bihan pe vras a gavo peadra d’ober c’hoariva.

  • Stignad Skol C’hoariva

    Yaou 28 a viz Du 2013

    Pal obererezh “Skol C’hoariva” zo diorriñ ar c’hoariva e skolioù Breizh ha lakaat tud a vicher da zont er skolioù a-benn sikour ar yaouankiz hag o c’helennerien da sevel pezhioù-c’hoari. Ar rannvro a sikour ar skolioù hag ar skolajoù evit an emelloù-se. Kemeret e vez e karg 35% deus sammad an emelloù gant ar rannvro. Da lavaret eo e vez paeet 17,50€ evit un eurvezh da 50€. Chom a ra d’ar skolioù da baeañ 32,50€. Un digarez brav eo an teatr evit implij ar brezhoneg ha gwellat e yezh hag e bouez-mouezh. M’oc’h dedennet evit ho klas, deuit e darempred gant ar lire suite
  • Un nebeut levrioù e-lec’h a vo kavet enno pezhioù da c’hoari. Gant Ti Embann ar Skolioù e vez embannet levrioù evit ar vistri-skol. Gallout a reer ivez prenañ al levrioù-mañ. War al leur-c’hoari, embannet e 2005. Live CM ha Skolaj. Un dastumad pemp pezh-c’hoari savet gant Goulc’han Kervella diwar kontadennoù Fañch an Uhel ha skeudennaouet gant Malo ar Menn. N’eus nemet ar skolioù a c’hell goulenn al levr-mañ. Al Liamm niverenn 393 - Gouere-Eost 2012. Kavet e vo enni 3 fezh-c’hoari gant Paul Madec (gant sikour Bob Simon) : www.uweo.bzh Amann lire suite
  • Pleustradegoù C’hoariva

    Yaou 28 a viz Du 2013

    Pleustradegoù evit mont pelloc’h gant ar c’hoariva. Digarezit : n’eo ket klok ar rubrikenn-mañ evit poent met... dont a raio. Gallout a reoc’h prenañ al levr «C’hoarioù c’hoariva» (12€ an tamm pe digoust evit ar vistri-skol) embannet gant TES (ul labour aozet gant ar gevredigezh C’hoariva). Ur CD zo gant al levr-mañ evit diskouez ar pleustradennoù dre videoioù. Evit gourc’hemenn ul levr : lec’hienn TES Evit pellgargañ al levr-mañ (digoust) lire suite