Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Ar baganiz

Ar baganiz

Lun 13 a viz C’hwevrer 2017

E miz Eost 1681 e tremen an istor, en ur geriadenn war vord ar mor, er Vro Bagan. Emañ Colbert, ministr Loeiz XIV, o paouez embann ordrenañs ar Marine a lak dindan gwarez ar roue ar bigi hag ar skipailhoù o deus graet peñse, hag a gastiz groñs ar peñseerien. Neb a raio tanioù da douellañ ar bigi gant ar pal lakaat anezho d’ober peñse a vo krouget ouzh ur wern lec’h m’en do graet an tan.

Renet eo ar geriadenn gant Sezni Falc’han, ur patriarch, doujet gant an holl peogwir e anavez lezenn ar Mor, an hini nemeti evit ar Baganiz. Ur verc’h en deus Falc’han, Del, dous ha romantel. Prometet eo da Goulc’hen, ur paotr yaouank gros ha kruel. Ne gar ket anezhañ, huñvreal a ra d’ur priñs a deufe war ur vag brav da eurediñ anezhi. N’he deus nemet den da fiziañ enni, Fant, ur baourkaez he deus kollet he skiant p’he deus kavet he koantiz, graet peñse gantañ, drouglazhet war an aod. Ur vignoniezh vras a zo etre Del ha Fant, an hini a vez kaset kuit abalamour e wel an traoù kuzh. Tost int a-drugarez d’o huñvreoù, ha fellout a rafe da Fant e teufe Del en he bed. An nozvezh-se, avat, e sav ar gorventenn, emañ ur vag saoz oc’h en em goll war ar mor diroll. O prientiñ ar peñse hag ar preizherezh emañ ar Baganiz…

Ur grouidigezh gant Ar Vro Bagan diwar oberenn T. Malmanche.