Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Ar yarig wenn, Ar mevel laer, ar c’hlasker-bara en arbel, O vont

Ar yarig wenn, Ar mevel laer, ar c’hlasker-bara en arbel, O vont

Merc’her 30 a viz Kerzu 2009

Ar yarig wenn
Penaos poazhañ ur yar ? Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan n’int ket kustum da aozañ boued. Patra reoc’h, pa ne vez ket ar merc’hed er gêr !

Ar mevel laer
Nag a c’hwez vat a zo gant ar frouezh ! Entremar eo ar mevel da zrebiñ anezho e-lec’h sentiñ d’e vestr.

Ar c’hlasker-bara en arbel
Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian.

O vont da welet ur pezh-c’hoari
Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all…