Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Ar Vro Bagan > Noz Nedeleg

Noz Nedeleg

Meurzh 27 a viz Kerzu 2016

Noz Nedeleg.

Ur pezh-c’hoari savet diwar kontadenn Nedeleg Yves-Pascal Castel : “Pastoralenn Kalvarioù Breizh”, gant sonerezh Kristian Loaek..
Nozvezh ar Pellgent, an daou soudard roman hag a zo o tiwall Jezus ouzh ar groaz, e Sant-Tegoneg, a zo nec’het o klask gouzout petra a dalv ar gerioù latin “Et Verbum Caro Factum est” skrivet en ur maen eus ar c’hloc’hti. Mont a reont da glask gouzout, en ur vont eus ur c’halvar d’egile a-dreuz ar vro, ster ar gerioù-se. Dre ma’z eont war-raok e tiskenn tud eus ar c’halvarioù ha mont d’o heul. E kalvar Tronoen e teue sklerijenn dezho en ur welet ar mabig Jezus o c’henel.