Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Biz ar Glav

Biz ar Glav

Krouet eo bet Biz ar glav e miz Kerzu 2012 gant komedianed eus strollad Plon8.
Perak « Biz ar glav » ? Peogwir ez eus BIgouterien, pennoù SARdin ha GLAziged er strollad.
Kaout plijadur war al leurenn e brezhoneg ha reiñ plijadur d’an arvesterien eo palioù ar gevredigezh. Liammet eo an daou dra dre ma eo aesoc’h kinnig un oberenn a-feson pa vez entanet ar gomedianed. C’hoant hon eus kenderc’hel gant spered strollad Plon8 : kinnig arvestoù ar c’hentañ kantvet warn-ugent, arvestoù dedennus evit tud a bepseurt oad, met dreist holl evit ar re yaouank dre ma vez kentoc’h anv eus danvezioù a-vremañ en abadennoù a ginnigomp. C’hoant hon eus ober gant temoù a hiziv, komz deus hor c’hevredigezh a-benn lakaat war wel e zuioù fall, pe mat a-wechoù. Laouen a vefemp o tegemer muioc’h a dud er strollad ha soñj a ra deomp eo dre arvestoù dedennus e c’hallimp en ober. Mont a raio ar strollad da c’hoari e lec’h ma vo pedet da lâret eo e Breizh a-bezh.

les pieces

  • An hentenn

    Yaou 28 a viz Mae 2015

    Emgav diwezhañ ur bodad tuta evit dibab rener ar gwerzhioù en un embregerezh liesvroadel. Pevar den zo war ar renk. Roet e vez ar reolennoù tuta dezho : spiañ, c’hoari rolloù, ober van da aozañ ur “psikoterapi” a-stroll… Tamm ha tamm e reont gwelloc’h anaoudegezh an eil gant egile. Ha diskouezet e vez e wir personelezh gant pep hini pe mennet eo an dud war ar renk gant abegoù all ha n’hallont ket ansav ?

    • Diwar destenn Jordi Galceran.
    • Leurenniñ : Tony Foricheur
    • Komedianed : Gaidig Le Roux, Berc’hed Martin, Anne Lefebvre, Bernez Kere.

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn