Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > C’hoari Las

C’hoari Las

Poent ‘oa mont war roudoù nozvezhiadoù Maria Prat ha beilhadegoù Treger.
Gwir eo, eo bet graet an dibab ganimp c’hoari e salioù gouelioù ar vro pe davarnioù e-touez an arvesterien evel ma veze graet gante gwechall.

Ar raktres kentañ a oa neuze, bodañ brezhonegerien ha sevel ur skipailh prest da labourat e brezhoneg da vat war ar c’hoariva.
Krouet e voe e mod-se C’hoarilas e 2008.

Kazi tout omp skolaerien pe gelennerien o labourat e skolioù Diwan pe Divyezhek ar vro ha c’hoant hon doa lakaat an dud da gompren e c’hallemp kaout plijadur e brezhoneg hiziv an deiz c’hoazh, kinnig doareoù nevez da implij ar yezh, hag evel-se brudañ ar yezh hag ar sevenadur e-mesk an nevezvrezhonegerien pe ar vrezhonegerien a-vihannik.

Hag evit ar re n’int ket skolaerien eo ur gwir skol war ar yezh ! Gwir eo e teu nevezvrezhonegerien er strollad evit deskiñ ha peurzeskiñ ar yezh (gerioù, an ereadurezh, ar pouez-mouezh …), dreist-holl evit eskemm bep sizhun e brezhoneg, ar pezh ne c’hall ket an holl ober ken aesaet-se. Anat eo omp prest da sikour kement den a c’houlfe deskiñ ar yezh en ur vevañ er yezh.

Hon fal, memestra, a zo en em vodañ da gas ar c’hoariva e brezhoneg war-raok en ul labourat war ar c’hoari da vat. Setu perak e vezomp sikouret gant ul leurenner a-vicher.

Ar strollad amatour C’hoari Las deus Kawan a zistro e miz Here 2011 gant ur pezh c’hoari nevez «Brezel al lastez» diwar ur pezh e galleg gant Etienne de Saint Laurent «Les déchets attaquent". N’eo ket un droidigezh met awenet bras omp bet gant an destenn a degas ar gaoz war temoù ar vuhez a-vremañ : politikerezh, ekologiezh, labour, bevezerezh (consommation!). Leurennet eo bet ar pezh gant Tony Foricheur hag en deus sikouret ac’hanomp kalz evit kas ar raktres-mañ da benn.

les pieces

  • Orkestr Stalabard

    Yaou 1añ a viz Here 2015

    Pleustradenn ziwezhañ a-raok ar sonadeg vras. Ur mestr strizh o klask ren sonerien didalvez o c’hoari las. En abadenn kabaret-mañ e welfet troioù-kaer a bep sort, reoù gamm ha reoù dort. Diwar : Karl Valentin. Leurenniñ Tony Foricheur ; Komedianed : Ana-Soaz Bervet ; Géraldine Marrec ; Gildas Moal ; Gwenn Lavenan ; Yann Des Cognets ; Natali Raoul.
  • Brezel al lastez

    Yaou 13 a viz Here 2011

    D’ho soñj deoc’h-c’hwi petra eo al liamm etre ur sac’h kaoc’h-ki, an nukleel, ar bolitikourien hag an dud e-maez ar sistem ? ‘Peus ket ‘met dont da welet sketchoù skipailh « C’hoari Las » a ra war-dro al lastez bremañ hag e vo roet deoc’h ur skeudenn lemm ha didruez eus ar vuhez pemdez. ‘Michañs ‘po plijadur gante kement hag int ganeoc’h. Hastit buan ‘tav a-raok na vije « sañsuret ». Diwar « Les déchets attaquent » gant Etienne de Saint-Laurent. 10 komedian : Ana-Soaz ; Bronwenn ; Carsten ; Gwenn ; Hubert ; Mari ; Natali ; Silvi ; Virginie ; Yann. Ur soner : lire suite
  • Mirdi

    Merc’her 24 a viz Mezheven 2009

    «Mirdi» adsavet ha kempennet a-nevez en ur derc’hel ar memes spered hag un doare Kabare ’benn : -Brudañ labour arzourien ar vro -Broudañ un teatr poblek -Digeriñ dor an tiez-pred, an tavarnioù d’ar c’hoariva poblek-se -Lakaat war-wel c’hoari an aktourien -Daremprediñ a-dost-kaer gant an arvestourien ( Tomm-tomm !) Plijadur a vo ! Leurenniñ : Yann-Edern Jourdan Azasaat, choaz ha framm an destenn : Yann-Edern Jourdan Komedianed : Ana-Soaz Bervet, Luce Chauveau, Gwenola Coic, Marie Guennegou, Carsten Greve, Gwenn Lavenan, Virginie Le lire suite

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn