Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > C’hoarivari

C’hoarivari

Strollad C’hoarivari zo ur lodenn ag ar gevredigezh Eveil et Connaissance e Langidig (Bro Gwened). Savet e oa bet e 1994.

Hon palioù zo :

  • Kas a-raok ar brezhoneg dre ar c’hoariva
  • Sevel arvestoù a c’hell bout komprenet get brezhonegourion ar vro
  • Kas dañvez d’ar c’hevredigezhioù a ra àr dro
  • hon sevenadur

Hani ag an izili n’eo c’hoarier a-vicher, nemet plac’h ar leurenniñ. C’hoari a reomp dreist-holl e Bro Gwened met ivez a-wezhioù er broioù arall. Div wezh omp bet dibabet evit kemer perzh e gouel ar c’hoariva e Lizio hag ur wezh e Kerhervy e Lannarstêr, evit festival de Kerhervy.

les pieces

  • Katell Igruz

    Sul 1añ a viz Meurzh 2015

    Ur wezh e oa…ur grennardez a-vremañ, gotik, disuj ha disoursi … Emgavioù dic’hortoz… Pegen pell ez ay ? Ha paket e vo get ar bleiz ? Atav, dre ar c’harter, ‘vez lâret kaer.
  • Diwall er Festival

    Lun 8 a viz Du 2010

    Reuz zo e komiserdi An Oriant… Gérard Le Gleup, penn-sonner bagad Locoal emañ o paouez bezañ lazhet war leton stad ar Moustouer e-korf an dibunadeg bras. Hag eñ e vo kavet un diskoulm gant ar gomiserez Anna Le Miledeg hag an enseller Frifurch ?
  • Haniit bremañ

    Sadorn 7 a viz Here 2006

    N’eus ket a ziverradenn.
  • Troioù kamm Skapin

    Sadorn 7 a viz Here 2006

    Pezh gant Molière lakaet e brezhoneg gant Loeiz Conan.
  • Ar bank oaled

    Lun eil a viz Here 2006

    N’eus ket a ziverradenn. Pezh gant Roparzh Hemon.
  • Malachap Story

    Lun eil a viz Here 2006

    Pezh gant René Maria de Obaldia, lakaet e brezhoneg gant Marilou Pochic, Marc Brustiec ha Maurice Jouanno.
  • Ar c’hemener

    Gwener 29 a viz Gwengolo 2006

    N’eus ket a ziverradenn. Pezh savet gant Loeiz Bevan.

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn