Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Choukibenn

Choukibenn

Ur strollad staliet en Aodoù an Arvor eo Choukibenn.

Krouet eo bet ar gevredigezh Choukibenn (d’eus Lamm choug-e-benn) e 2011 gant Erwan Hemeury evit respont d’ar re n’oa c’hoant abadennoù evit ar vugale e brezhonneg !

Ar pal a zo mont war raok gant ar brezhoneg evit ar vugale (dreist holl !) hag ar gerent (un tamm ivez) en o ziskouez traou nevez dezho.

les pieces

  • Dede Koad et Cie

    Merc’her 28 a viz Kerzu 2016

    Un abadenn kontadenn dirollet gant «bidouilh» ha sonerezh ! Kont a ra istor Dédé : un den barrek d’en em zibrouilh atav gant e ijin hag e daouarn ampart ! Gallout a ra bezañ e brezhoneg penn da benn pe e divyezhek evit ma vefe komprenet gant an holl (ar gerent marteze ?) Evit piv ? Bugale adalek 3 vloaz betek… pell ! Peget e pad ? 45 mn 12 e
  • Baleadennoù Fernand

    Sadorn 7 a viz Meurzh 2015

    Ur c’hazetenner droch e-kreiz ur gouel oc’h atersiñ an dud evit ar gazetenn «Westgram». Mont a ra war an dachenn da welet an dud evit dastum fotoioù a-feson hag alioù gwirion diwar-benn darvoudoù iskis ! Gallout a ra Fernand dont evit ho kouelioù, ho kermesoù, predoù straed, foarioù an traoù kozh hag all... Galvit anezhañ neuze !
  • Kontadennoù - Istorioù ’vit bistrakoù

    Meurzh 22 a viz Here 2013

    Gant sonerezh ha kanaouennou Erwan a gonto deoc’h istorioù digredus ! Patr fil ennañ, souezhadenoù e leizh evit ar re vras hag ar re vihañ !

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn