Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad La Obra > La Comparsa ! Eskemm etrevroadel c’hoariva ha skasoù

La Comparsa ! Eskemm etrevroadel c’hoariva ha skasoù

Lun 17 a viz Eost 2015

Kinniget e vo gant strollad La Obra da vrezhonegerien yaouank (15-25 bloaz) da gemer perzh en un eskemm etrevroadel war ar c’hoariva hag ar skasoù e-pad vakañsoù an diskar-amzer 2015.
Daou stal keñver-ha-keñver a vo :

  • Ur stummadur buhezourien war ar skasoù hag ar c’hoariva gant tud a vicher. Danvez buhezourien a savo skasoù hag a heulio stalioù arzel a bep seurt. Ar pal a vo krouiñ ur bodad gwisket war skasoù evit tremen ar Redadeg e Douarnenez d’ar 05/05/2016.
  • Un eskemm tud yaouank etrevroadel : 21 den yaouank en o zouesk 7 brezhoneger a eskemmo oc’h alioù war Europa dre ar c’hoariva, an arzoù straed hag ar skasoù. Ar strollad-se en em gavo en dro e 2016 e broioù Alamagn hag Italia.

Enskrivadurioù betek ar 5 a viz Here.
Pegoulz ? 19-25 a viz Here / 9e-6e noz
Pelec’h ? Douarnenez
Pegement ?
Stummadur digoust.
40€ evit an dafar ha skodenn La Obra.
60 € evit predoù kreisteiz ha noz.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat e anv : 09 52 56 31 25 pe skrivañ