Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad La Obra > La Comparsa : Staj tud yaouank e-kerzh vak an diskar-amzer

La Comparsa : Staj tud yaouank e-kerzh vak an diskar-amzer

Yaou 29 a viz Gwengolo 2016

Ar C’homparsa !

Strollad LA OBRA a ginnig d’ar re yaouank pemp devezh staj tro dro d’ar skasoù, awenet gant arzoù ar c’homparsa e Amerika Latina. Penaos aozañ un abadenn, sevel ur raktres pe treuzfurmiñ ul lec’h foran en ur implij ar skasoù ? Setu pezh a vo desket a-hed ar staj. Ar stummadur a vo e-pad vakansoù an diskar amzer, etre ar Yaou 20 hag al Lun 24 a viz Here, e Beuzeg ar C’hap. Kemeret e vo perzh ivez e Festival Teatr Brezhonek d’ar sadorn 22 a viz Here e Ti ar C’hoariva (Brest).

Digor eo ar staj d’an holl (15 plas), degasit ho pinviji sonerezh !
Priz : 120 € evit ar bod ha boued (+ 15€ emezeladur)
Skrivañ d’ar strollad a-raok ar 7 a viz here
Pgz : 09 52 56 31 25