Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad La Obra > Mouezh ar c’horf

Mouezh ar c’horf

Sadorn eil a viz Ebrel 2016

Adalek teknikoù dañs a-vremañ, e vo kinniget gant ar staj-mañ ur “c’hoari-enklask” strollek hag hiniennel diwar mouezhioù ar c’horf. Kregin a raimp gant an diazez ma vez gant pep hini e mod da c’hoari gant e zanvez korf. Klask a raimp mont war raok ar jestr liammet gant an dasson, da laret eo ar c’horf evel boest ar “resonancia”. Dre-se e vo labouret war kempouezh finvoù ha trouzioù ar c’horf evit krouiñ gweledvaoù dassonus. Gant kan ar c’horf ha diskan ar vouezh e vo pleustret adalek un embregerezh korfel evit barrekaat hon korf evel ur voest dasson deus hon endro.

Lec’h : Ti ar vro Kemper.

Yezhoù : Brezhoneg ha Spagnoleg. Koulskoude memes ma ne gomzit hini ebet eus an div yezh-mañ e c’hellec’h heuliañ memestra : heuliañ yezh ar c’horf ha bezañ kaset en ur veaj korfel ha yezhel.

Evit piv : an holl, tud barrek ha deraouidi.

Priz : 25€ (+15€ emezeladur evit ar re n’int ket ezel c’hoazh.)

Lakaat ec’h anv ha gouzout hiroc’h