Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Madarjeu

Madarjeu

Madarjeu, Krouiñ e brezhonek evit un teatr Breton  
…"Ar yezh er c’hoari Ha c’hoari gant ar yezh"…

Hor raktres…
Ur strollad c’hoariva a-vicher eo Madarjeu, krouet e dibenn 2008 gant Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan, komedianed ha leurennerien o daou. Embann a reont sklaer e labouront e brezhoneg, war ar brezhoneg hag evit ar brezhoneg.

Labourat e brezhoneg
Buhez ar strollad, e pep keñver, a vez kaset e brezhoneg, netra natureloc’h evit krouiñ e brezhoneg hag evit kas hor raktres arzel da benn.

Labourat war ar brezhoneg
Ober c’hoariva, e forzh pe yezh e vefe, a dalvez mont don er yezh, studial anezhi. Ne vezer ket james barrek a-walc’h, atav ’vez da zeskiñ.
Klask ar ger just evit c’hoari gwirion ha just, mont da welet petra ’zo a-dreñv ar gerioù, pouezañ war an distagañ. D’ar gomedianed reiñ korf d’ar yezh, santout anezhi en ur reiñ alan, lusk ha sonerezh. Reiñ da glevet brezhoneg mat ha distagellet mat.

Labourat evit ar brezhoneg
Fellout a ra deomp lakaat ar c’hoariva brezhonek war-wel
Kinnig krouidigezhioù brezhonek
Lakaat an dud da zizoleiñ, e brezhoneg, al lennegezhioù-all
Klask tizhout an holl, brudañ ar brezhoneg dre ar bed-holl

Gant Madarjeu hon eus c’hoant embann mennozhioù, lakaat an arvesterien da soñjal, da brederiañ, koulz war danvez Breizh, an Istor, war ar pezh a ra identelezh ar Vretoned, ar pezh a zo en o c’halon, met ivez war kement-tra a ra ar bed.

« Lakaat hag adlakaat brezhoneg e divskouarn an dud »

Hol labour…Krouiñ pezhioù-c’hoari
Labourat a reomp evit lakaat yezh ha sevenadur Breizh war-wel, kinnig pezhioù-c’hoari nevez d’ar vrezhonegerien da gentañ, d’ar re a zo o teskiñ, er skolioù, er c’hentelioù-noz, er stajoù, d’ar re o deus c’hoant da adtapout ar yezh, hag ivez d’ar re a zo c’hoazh dizesk war ar yezh.
E peplec’h ha d’an holl e fell deomp diskouez ar c’hoariva brezhonek hag hol labour, krouiñ liammoù, emgavioù, eskemm (dre lennadennoù, divizoù, degouezhioù arzel, c’hoari e ti an dud, er radio, evit an tele, ar Genrouedad…).

Skoazellañ krouiñ abadennoù c’hoariva
Madarjeu a ginnig ur servij skoazellañ krouiñ abadennoù c’hoariva. Forzh peseurt framm (prevez, publik, kevredigezh), forzh peseurt strollad ha forzh piv gant ar c’hoant bezañ skoazellet a c’hell goulenn, forzh peur, war hol lerc’h. Dileuriañ a reomp leurennerien a-vicher evit ur prantad-labour a vez rakjedet en araok hervez an ezhommoù. Labouret e vez war kement-tra a sell ouzh al leurenn, war c’hoari ar gomedianed ha war unvanded krouidigezh an abadenn.
E-kerzh ar frapadoù-labour e vez dizoloet c’hoarioù ha poelladennoù war ar c’hoariva evit deskiñ teknikoù-labour diazez ar c’homedian.
Evit ar pezh a sell ouzh ar brezhoneg hon eus lakaet palioù ouzhpenn. Rak ar c’hoariva a zo un abeg a-feson evit kreñvaat hag ober muioc’h gant ar brezhoneg, implijout ar yezh en ur mod natureloc’h. Se ’zo kaoz m’hon eus un implij anezhañ hag a servij evit deskiñ, peurzeskiñ ha mont pelloc’h gant ar brezhoneg.

« Skol-C’Hoariva »
Evel strollad a-vicher eo kevratet Madarjeu gant Rannvro Breizh evit sikour ar c’hrouidegezhioù c’hoariva brezhonek er skolioù, er skolajoù hag el liseoù. 

« Kemer plijadur ha reiñ plijadur »
Servij skoazellañ krouiñ abadennoù c’hoariva
Palioù dre-vras

  •  - Lakaat da dalvezout personelezh ha barregezhioù pep hini
  •  - Kaout fiziañs
  •  - Ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar re all
  •  - Daremprediñ, eskemm, en em skoazellañ an eil egile, an eil re ar re-all
  •  - Kavout e blas e-touez ur strollad tud
  •  - Kaout plijadur oc’h ober strivoù ha mont pelloc’h
  •  - Lakaat an ijin, ar c’hrouiñ e go
  •  - En em c’houarn, bezañ kempenn
  •  - Lavarout, ezteurel
  •  - Gellout sevel ur sell kritik positivel ouzh an traoù
  •  - Deskiñ arvestiñ

Palioù ouzhpenn evit ar brezhoneg

  •  - Lakaat an neb da vezañ gouest da ezteurel ha da gomz brezhoneg a-benn gellout kaozeal, eskemm gant ar re-all hag an dud dre-vras
  •  - Kaout ur geriaoueg ha doareoù-komz a-ziazez a-drugarez d’ur jeu-kaozeal simpl, lies doare, lusket ha poellek
  •  - Ober a-seurt e vefe aesoc’h deskiñ ar yezh komzet gant ul labour war ar c’horf, ar jestroù, ar fiñvadennoù, an alaniñ, an distilh, an distagañ, ar pouez-mouezh ha nerzh ar vouezh…
  •  - Lakaat dizoleiñ troioù-lavar, krennlavarioù, estlammadelloù, onomatopeennoù brezhonek ha jestroù « sevenadurel »
  •  - Reiñ tro d’an neb da vezañ digoroc’h war ar bed, war ar re-all, ha da vezañ disachet gant ar c’hrouiñ hag ar sevenadur  

Lisañs niv. 2-1034307 abaoe ar 25/03/2010

les pieces

  • Kontadennoù Kanterbury

    Yaou 26 a viz Genver 2017

    A-ziwar Geoffrey Chaucer, brudetañ barzh meur saoz ar grenn-amzer. Abadenn kaset e brezhoneg hag e saozneg, div gontadenn oc’h ober anezhi : « Ar Pardoner » hag « An Itron a vBath ». Bro-Saoz, 14vet kantved, bec’h zo er vro. Iliz Roma a zo o vont d’an traoñ. Emañ a vosenn-zu o redek, o kas ganti ar paourkaezh tud da zigentañ. Ar re o deus bet ar chañs da chom o deus c’hoant cheñch penn d’ar vazh : kaout gwirioù nevez, deskadurezh... War un dro dic’hortoz, sirius, flemmus, farsus, a-unan gant ar merc’hed, setu div eus kontadennoù Canterbury war al lire suite
  • Distro

    Sadorn 1añ a viz Here 2016

    Marv un tad a laka e vab da zistreiñ a Londrez da Zulenn evit an iteramant. Goude an obidoù, e ranndi ar familh, en ur c’harter a brolataerien evel ma c’heller kavout e Breizh hag e lec’h all, e loc’h ur gaozadenn dic’hortoz etre ar mab nevez distro ha spered an tad nevez aet. Ar gaozeadenn ziwezhañ a fellfe da veur a hini kaout a c’hellfe bezañ, panefe ne c’hell ket ar mab klevet e dad. Gant peadra, hep peadra, gant kenavo, hep kenavo, forzh piv a bleg rak an Ankoù ’zo war e lerc’h eñvorennoù... Ar marv n’eo nemet diazez an oberenn avat hag an abeg lire suite
  • Alanig Al Louarn

    Gwener 4 a viz Meurzh 2016

    KROUIDIGEZH ALANIG AL LOUARN, UR PEZH-C’HOARI EVIT AN HOLL AZALEK 6vloaz Diazez istorel ar grouidigezh Gant hor c’hrouidigezh kentañ e felle deomp tizhout an holl (nevez-vrezhonegerien, brezhonegerien, ha nann-vrezhonegerien) ha lakaat e-pleustr lod brasañ eus hor c’hoantoù : krouiñ e brezhoneg, labourat a-stroll da vat, sevel pezhioù-c’hoari a-vremañ gant nebeut a ginkladur hag a deknikachoù, implijout ar muiañ posubl a draoù dastumet ha dreist da bep tra : kaout plijadur ha reiñ plijadur. An drovezh eo bet deomp da labourat war an « lire suite

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn