Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Forst Fouen

Strollad Forst Fouen

  • 21, Hent Pen ar Ster
    29940 – Ar Forest-Fouenant
    Pgz : 02 98 97 51 93

Krouet eo bet ar strollad e 1997. Un dek Komedian bennak (Marc Perrot, Michel Andro, Françoise Goaper, Odile Costaouec, Eugène Cosqueric, Colette Tudal, Jean-Paul Quéméré, Andréa Barillec…) «Dorn-ha-Dorn» evit brudañ brezhoneg bro Fouen gant pezhioù-c’hoari bev.

les pieces

  • E eured e Paris

    Lun 24 a viz Gwengolo 2012

  • Friko boued touseg

    Gwener 11 a viz C’hwevrer 2011

    «Friko boued touseg» zo ur pezh-c’hoari diwarbenn ur pemp a dud deuet o koanian asambles diwar boued touseg dastumet ba park ar c’houvidi hag ur gad dastumet er memes lec’h. Ha binimus eo ar boued touseg? C’hwi a ouio en ur dont da sellout ouzhomp. Pezh skrivet gant Joseph Bronnec, mestr-skol kozh Ar Forest-Fouenant.
  • Ar Bazhvalan

    Lun 7 a viz Ebrel 2008

    Fañch ar Pour n’eus ur jardrin…hag e verc’h un amourous. Netra drastus nemet ar boaz a zo gant ar paotr yaouank flastrañ legumaj fañch pa teu deus noz dre guzh… Ar bazhvalan hag un eured a renko an afer ’toare. Met mankoù ar gwaz a son kleier distro an amourous troadeg… Skrivet ha leurenniet gant «Strollad Forst Fouen»