Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Fubudenn

Strollad Fubudenn

Ganet e miz Meurzh 2010 e Kemperle, kroget o doa da labourat un destenn skrivet asambles gant strollad Plougin ha Mikael Madeg «Danjerus tamm ebet". C’hoariet o deus e meur a lec’h e Penn-ar-Bed.

Leurenniet gant Jean Kergrist, e oa bet savet o doa ur pezhig c’hoari ganto: «Opéra cochonnier / Fest ar pemoc’h".

Goude o deus c’hoariet ur pezh c’hoari evit ar vugale «Kurunennoù ar Rouanez" (Teatr du Copeau, Belgia, troet gant Youenn Kraff).

Kroget o doa e 2013 ur pezhig skrivet ganto "E kreiz ma bro". Sikouret int bet evit al leurenniñ gant Celine Soun.

E 2015 o deus krouet ur pezh nevez : "Penaos buhez lâre Filo", leurenniet ivez gant sikour Celine Soun.

C’hoant o deus bezañ flemmus un tamm (evel ur c’hwil fall), direnkañ, hag implij brezhoneg bro Kemperle a zo etre bro Gwened ha bro Gerne.

Da welout : 
Ar srollad o labourat

Dañjerus tamm ebet

Un diviz skrivet gant Tangi Malmanche

Ar Roue Arzur gant Sedrig

Ar bonedoù ruz

Politikourien hag ar brezhoneg

 

 

les pieces

  • Pebezh buhez lâre Filo !

    Sadorn 1añ a viz Here 2016

    Pezh-c’hoari evit c’hoarzhin mouk, kanañ, dañsal un tamm, gant c’hwec’h plac’h Fubudenn evit o pempvet abadenn, goude "Danjerus tamm ebet", "L’opera cochonnier", "Kurunennoù ar rouanez" hag "E kreiz ma bro". E teir yezh (brezhoneg, galleg hag alamaneg), 15 kanaouenn e tammoù, ha testennoù dibabet gant ar strollad diwar-benn buhez ar merc’hed : maouezed kozh, merc’hed yaouank, terroristed, lazherezed...
  • E kreiz ma bro

    Sul 5 a viz Here 2014

    Peulvanioù, billig, krampouezh ha binioù kozh, dañs ha kan ha diskan : klichedoù ha raksoñjoù a zo bet adimplijet gant ar strollad Fubudenn. Un dibunadeg tudennoù iskis, fentus pe zirollet ha diaes da añduriñ… Padelezh : 35mn
  • Kurunennoù ar Rouanez

    Meurzh 25 a viz Here 2011

    Kurunennoù ar rouanez a gont istor Honza, a glask dimeziñ gant Kasenka. Met evit se, ret e vo dezhañ mont da Braha c’hoari gant ar Rouanez : kurunennoù pe soudard ar roue e-pad ugent vloaz ? Abadenn evit ar vugale, adalek 5 bloaz. Testenn skrivet gant strollad Brussel : «Theatre du Copeau" Sonerezh gant Fabienne hag Emmanuelle. Padelezh : un hantereurvezh.
  • Danjerus Tamm ebet

    Yaou 22 a viz Gouere 2010

    Evit o arvest kentañ en deus dibabet Strollad Fubudenn ur pezh c’hoari skrivet gant strollad Plougin asambles gant Mikael Madeg, e 1980. Berraet, ouzhpennet jestroù, kanaouennoù. Istorioù ur greizenn nukleel ba beg Kermoger, Biel Apostolik o laoskel ar plas da Viel Politik, ganet ur sadorn da noz. Danjerus ? Tamm ebet …

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn