Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Fubudenn > Pebezh buhez lâre Filo !

Pebezh buhez lâre Filo !

Sadorn 1añ a viz Here 2016

Pezh-c’hoari evit c’hoarzhin mouk, kanañ, dañsal un tamm, gant c’hwec’h plac’h Fubudenn evit o pempvet abadenn, goude "Danjerus tamm ebet", "L’opera cochonnier", "Kurunennoù ar rouanez" hag "E kreiz ma bro".

E teir yezh (brezhoneg, galleg hag alamaneg), 15 kanaouenn e tammoù, ha testennoù dibabet gant ar strollad diwar-benn buhez ar merc’hed : maouezed kozh, merc’hed yaouank, terroristed, lazherezed...