Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Gwineventer

Strollad Gwineventer

Bep bloaz a-raok an nevez-amzer e vez diskouezet pezhioù-c’hoari nevez gant strollad retredidi Gwineventer goude bezañ pleustret warno e-pad ar goañv. Ha berzh-kenañ a ra an afer. Soñjit ‘ta, ouzhpen 1.500 arvester e 2012 e-korf peder abadenn en holl, war 2 dibenn sizhun. Leun-kouch ar sal bep taol ha se hep ober bruderezh koulz lavaret. Dipitus eo ne vefe ket gwelet kalzig a dud yaouank pe deskarded o tont war-dro. Mañkout a rae bruderezh, marteze. Setu graet eo bremañ. Deuit betek Gwineventer (etre Landerne/Lesneven/Landi) ha n’ho peus ket keuz.
Tri fezh-c’hoari a vez kinniget bep taol : 2 verr e galleg hag unan all e brezhoneg. Houmañ zo hiroc’h eget ar re all (40 mn) ha c’hoariet etre an 2 pezh bihan galleg.

les pieces

  • Sal Sklêrijenn, na pebezh abadenn !

    Lun 13 a viz C’hwevrer 2017

    Savet eo bet gant Herve Lossec hervez an dud zo o c‘hoari e-barzh ha hervez spered al Leoniz penn-da-benn, evel ar pezhioù all en deus skrivet espres-kaer evit Strollad Gwineventer nebeut zo ("Solenn Roue" e 2010 ha "N’eo ket ar memes galleg" e 2013) Peadra a vo da c’hoarzhin leizh ho kalon adarre. Gwineventer e Sal Sklêrijenn evel just ! Filmig an abadenn
  • Ar goulenn dimeziñ

    Merc’her 4 a viz C’hwevrer 2015

    Ur pezh-c’hoari gant Tchekhov, lakaet e brezhoneg.
  • N’eo ket ar memes galleg !

    Gwener 15 a viz C’hwevrer 2013

    E 2013 e vo c’hoariet : «N’eo ket memes galleg!» skrivet gant Hervé Lossec. Un neubeut galleg zo e-barzh an taol-mañ, met galleg ar vro eo, setu vo kromprenet mat gant an holl ! Ne vo ket miret ar plasoù. Gwelloc’h e vo deoc’h dont abred ’ta. Evit gouzout hiroc’h : 06 33 89 81 16 pe 02 98 20 86 28
  • Ar wall vaouez

    Gwener 7 a viz Gwengolo 2012

    Ur pezh-choari en ur brezhoneg yac’h ha farsus. Leurenniñ : Goulc’han Kervella. Atersadenn Celestin Maguer Ya! d’an 13/11/2012